Ruz Botoù : pa vez tud a youl-vat o kempenn hentoù ar vro

Communiqué de presse publié le 23/06/13 22:45 dans Sport par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
(345 vues)

E Skaer e vez kempennet an hentoù hag aozet troioù bale gant ar gevredigezh «ar Ruz Botoù»

Joel Huiban zo bet er c'huzul kêr Skaer. A-drugarez dezhan ha d'e skipailh oa bet graet ur sapre labour. Skaer, kumun vrasan e Breizh a zo gant hentoù brav ken-ken : Kaskadeg, stêr Isol, Koad Kerloc'h gant e 800 devezh-arez koadoù, parkeier bras-divent, unan eus ar peulvanioù brasan zo er bed gant ar «menhir sant Yann», 8 metrad uhelder.

Labour zo c'hoazh evit ar skipailh, met plijadur a vez atav. Mont a ra ar skipailh Ruz Botoù da vale war Enez Veur, e kreiz bro C'hall, hag aozet e vez ganto un dro vale e miz C'hwevrer hag unan all d'ar sul 7 a viz Gouere, asambles gant Kuzul skoazell skol Diwan Kemperle.

4 euro evit un dro vale etre 9 ha 20 kilometr, kafe a-raok mont kuit, daou lec'h pourvezan gant boeson ha gwastili, hag un tamm bara pok ha pok e Skaer pa erru an du : n'int ket skraign tud Skaer, me lâr deoc'h !

Ha gant Diwan, e vo aozet souezhadennoù war an hent, gant ur Chouan anvet Bonaventure, sonerien skol sonerezh ar gumuniezh kumunioù a vo war bord ar stêr, pe e Kerandreo, Youenn Brenn a gano Youenn Gwernig, gourenerien a vo ivez, kanerien, c'hoarioù Breizh, filmoù e brezhoneg gant tud ar vro, chouchen da danva gant Henri Carduner ....

Tro dro Skaer, d'ar sul 7 a viz Gouere, 7e45 betek 11e45 : enskrivadurioù. Titouroù : 06 79 14 96 87


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 7 ?