Skol Veur Kreiztez Breizh (SKK) : lizher digor Ai'ta! d'ar Prezidant

Communiqué de presse publié le 23/06/13 0:33 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/30/30578/30578_1.jpg
Savadurioù nevez kevrenn ar gwir e kampus Tohanig e Gwened

D'an 19 a viz Mezheven hon doa skrivet da Brezidant Skol-veur Kreistez Breizh evit goulenn ur panellerezh e brezhoneg e kevrenn ar gwir e kampus Tohanig e Gwened nevez savet ha ma vo kemeret e kont plas ar brezhoneg e monet en dro ar skol-veur.

Aotrou Prezidant,

El ma ouiet marse emañ Ai'ta ! ur strollad savet a-benn difenn ar brezhoneg. Ai'ta ! a zo e bal dezhañ stourm en un doare difeulz a-benn broudiñ ar brezhoneg er vuhez foran.

Klevet hon eus komz dre ar mediaoù e oa é paouez en em staliiñ kevrenn ar gwir e Gwened er savadur nevez met ne oa ket staliet c'hoazh ar panellerezh.Seblant deomp e vehe talvoudus lakaat àr-wel ar brezhoneg er raktres panellerezh da zonet en un doare kemparek.Emañ é kreskiñ ar c'helenn divyezhek hag ul lodenn ag ho studierion a zo brezhonegerion yaouank.

Oc'hpenn emañ feur a skolidi en hentennoù divyezhek e Kumuniezh tolpad kêrioù Gwened e-touez ar re uhelañ e Breizh.Diorret eo bet ivez ar panelloù divyezhek en dachenn foran ha kavet e vez bremañ panelloù hent divyezhek dirak kampus Tohanig.

Setu perak e vehe ur gwir talvoudegezh get ur danvez raktres panellerezh divyezhek e kreiz skol-veur Gwened.Strivoù a-bouez o deus kaset da benn ivez strollegezhioù tiriadel a-benn broudiñ ar brezhoneg er vuhez foran. Poellek e vehe seurt panellerezh divyezhek en un endro ma kaver muioc'h mui brezhoneg.

Sinet e oa bet un nebeut bleziadoù zo ar garta « Ya d'ar brezhoneg » kinniget get ofis publik ar brezhoneg get skol-veur Roazhon 2. Kaset he deus da benn un toullad mat a oberoù evit ar brezhoneg e monet-en-dro ar skol-veur. Kavet e vez ivez e Skol-veur Breizh-Izel (SBI) panelloù divyezhek a-barzh he savadurioù.Perak ne vehe ket moaien da brederiiñ àr seurt ur raktres panellerezh e Gwened a c'hellehe bout staliet e kevrenn ar gwir e kampus Tohanig hag àrc'hoazh en Oriant pe e Pondi.

C'hoant hon eus oc'hpenniñ emañ pal hor strollad ma vo kinniget evit pep den yaouank an tu da zeskiñ brezhoneg en un doare nann redius. Else e vehemp kontant gouiet an doareoù da heuliiñ kentelioù brezhoneg er Skol-veur Kreistez Breizh : danvez dibab, unvez kelenn diret, yezh bev..

Laouen tre e vefemp en em welet genoc'h a-benn eskemm diàr ar sujedoù-mañ.

Joa deoc'h

Ar strollad Ai'ta! Bro Gwened


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 2 ?