Ar skrivadeg e Redon, tost 80 den er gourfenn

Communiqué de presse publié le 4/06/13 12:34 dans Langues de Bretagne par Fulup Kere pour Fulup Kere
https://abp.bzh/thumbs/30/30394/30394_1.jpg

Deuet e oant deus Breizh a bez ha deus pelloc'h zoken pa oa ivez tud o tont deus Pariz. Kemeret o deus perzh hervez o live d'ar 14vet gourfenn ar skrivadeg. Dibabet e oant bet etre ar 540 den a oa bet en dro kentañ e miz Meurzh en unan eus ar 15 lec'h ma oa kinniget ar Skrivadeg ar bloaz-mañ.

Un degemer a-feson a zo bet gant Emil Granville ha skipailh Brezhoneg war raok e Redon.

Ar skrid, diwar un destenn gant David ar Gall, a glote mat gant an devezh kaer a oa Disadorn pa oa e ditl «setu an hañv !».

Dindan selloù Anna Vreizh eo bet roet ar prizioù d'al loreidi gant Lena Louarn evit ar Rannvro, Emil Granville evit Ti Kêr Redon ha Daniel Le Bretton evit DAO.

Loreidi dre live, gant al lec'h o deus kemeret perzh en dro gentañ:

Skolidi CE :

1 : Aline Berthelot (Bruz), 2 : Lenaig Guernaleg (Pariz), 3 : Felix Tabourier (Bruz).

Skoloidi CM :

1 : Isaure Saudrais (Naoned), 2 : Erell Tabourier (Bruz), 3 : Aziliz François-Merlet (Naoned).

Skolajidi :

1 : Iona Guego (Lannarstêr), Julia-Marie Braud (Naoned), Gwennan Jolived (Gwened)

Liseidi :

1 : Enora Bernard (Naoned), 2 : Keridwen François-Merlet (Naoned)

Deraouidi deuet :

1 : Thomas Signeux (Pariz), 2 : Corine Rotach (Naoned), 3 : Caroe Caroff (Kastell Paol)

Tud deuet live 2 :

1 : Cécile Carca (Ploneiz), 2 : Daniel Bernard (Naoned), 3 : Yvette Lucas (Brest).

Tud deuet live 3 :

1 : Herve Guillou (Daoulaz), 2 : Suzane Kervegant (Karaez), 3 : Hélène Coulaud (Naoned).

Tud barrek :

1 : Mazhev Coviaux (Lannarstêr), 2 : Sandra Pierres (Bruz), 3 : Alain Hamon (Kastell-Paol)

Tud a live uhel :

1 : Gwenn-Ael ar C'helleg (Karaez), 2 : Celine Biguet (Naoned), 3 : Rafael Urien (Ploneiz).


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 6 ?