Nevez deuet er-maez e ti Mouladurioù Hor Yezh: "Keal Doue war-lerc'h Auschwitz"

Communiqué de presse publié le 24/05/13 17:01 dans Langues de Bretagne par Hor Yezh Mouladurioù pour Hor Yezh Mouladurioù
https://abp.bzh/thumbs/30/30289/30289_1.jpg

...ar gudenn n'eo ket gouzout hag-eñ ez eus eus Doue, hogen eus peseurt Doue ez eus anv. An dalc'h eo gouzout penaos e zoareañ. Hag ez eo an Natur , an Hollved, an Danvez, pe neuze hag ez eo ur Bersonenn, ur Spered ? Ma tegemerer ar vartezeadenn gentañ, hon eus c'hoazh d'ober gant an Tralen, gant « l'Absolu », evel ma lavar ar galleg a-ziwar al latin absolutus, eleze pezh a zo dizalc'h, distag, dreistampleg. An Natur , an Hollved, an Danvez ne c'houlakaont amplegad ebet, daveadur ebet. Aroueziñ a reont an hollad eus kement a zo pe a c'hoarvez, kenkoulz cosmos ar stoikianed, to pan Epikouros, summa summarum Lucretius ha Natura Spinoza.

Padal, an Tralen-se n'eus dezhañ na soñjerezh nag emskiant na youl.

Sed amañ an eil eus ur rummad testennoù berr a-walc'h o tennañ da gudennoù a brederouriezh, goude Prederouriezh pe Philo-Sophia. Savet eo bet ar skrid gant Fañch Kerrain hag an notennoù gant Yann Talbot.

Graet eo bet al levrioùigoù-mañ da gentañ evit al liseidi a zesk ar brederouriezh dre ar brezhoneg met soñjet ez eus bet ivez e kement hini en defe c'hoant da astenn e varregezh war ar brederouriezh hag ar c'heriaoueg.

10 euro (+ 3 euro mizoù-kas) - 11x18 cm - 140 p. - ISBN: 978-2-86863-166-4

www.brezhoneg.org/levriou_nevez.php


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?