Jorj Brod, gourener brudet e bro Skaer

Communiqué de presse publié le 18/05/13 19:07 dans Sport par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/30/30226/30226_1.jpg
Jorj Brod gant Hoel Maleuvre-Gourmelon ha Alexis Hié, gourenerien an tri

Un degemer a-feson gant un den bet kampion Breizh dek gwech, kampion etrekeltiek, met ne ra ket van ...

N'eo ket ur fougaser, un den degemerus ha graet gantan un tamm mat a hent e bed ar gourenerien : 52 gwech ar bloaz e-pad dek vloaz en doa graet Jorj tro Breizh, un tarv da c'hounit e Belle Isle en Terre pa oa ar gouel meur aozet gant Lady Mond, pe e Bubri, ...

D'ar mare-se e veze kalz arc'hant gounezet gant ar re yaouank a oa gourenerien : gant tri c'hrogad, e oa a-walc'h evit «prenan vuoc'h». Ha da c'houde ur moto, ur side-car, ha c'hoazh ...

Goude dek vloaz war an hentoù (o vezan labourer douar ha tad pevar bugel) en doa kroget Jorj da vezan sot gant ar c'hezeg : redadegoù e pep lec'h e Breizh, ha kopoù leizh an ti, aozer redadegoù e oa e bro Kemperle. Ur skolig gouren en doa krouet anvet «gourenerien an Isol».

Hiziv, er maez,nepell eus ti Jorj eman o peurin saout «Blondes d'Aquitaine», hag ur marc'h evit prientin ar redadegoù o tont. Da 84 vloaz zo bet difennet dezhan da redek war e sulki.Met ne vern : redek a raio ar sulki mod pe vod a-benn nebeut.


Vos commentaires :
youn pismiger
Jeudi 21 novembre 2024
eur fazi all (moa ket kredet embann war ma «ui-mel» diweha), med gwelet meus oa bet reizet ganeoh «tri c'hrogad» :
«difennet redek» zo reiz, ha n'eo ket «difennet da redek» ha zo eur gallekadur dioutañ (défendu de courir)

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?