D'an 18 a viz Mae, da vare gouel Erwan, e vo kinniget un devezh dudi e brezhoneg evit ar vugale diwar intrudu ar gevredigezh Bemdez ha kenaozet gant Bagad Melinerion Gwened, ar C'hevread Gouren, Petra Neue, Emglev Bro Gwened : sonerezh, skeiñ war daboulinoù, arzoù-kaer, keginañ, gouren, c'hoarioù en diavaez... Servijet e vo ur pred hag un adverenn d'ar vugale.
Unan eus palioù pennañ lakaet d'an devezh eo kas obererezhioù en hor yezh da benn evit ar vugale e-maez ar skol pa ouzer ez eo stankoc'h-stankañ an niver a vugale skoliataet en teir hentenn zivyezhek ha dre soubidigezh.
Gallout a reomp lavaret ez eo an degouezh-se disoc'h kenlusk nerzhioù ar vro : ne vefe ket eus an devezh-se panevet tud vrokus, tud a-youl vat, skoazell Ti-Kêr Pleskob, dornwezhourien hag embregerezhioù a dalvoudegezh (Stal-Vara Steredenn ar bara ha boserezh Trewineg – An Tri Heol e Pleskob ; Ar Floc'h – Pasterezh an Oded ; La Maison d'Armorine ; Kêr Ronan ; Lancelot – Breizh Cola ; Agrilait ; Bret's ; an embannadurioù Sav-Heol ; ar stal girri ha karrdi Citroën Borgat ; Dihun ha Div Yezh).
Anat deoc'h, dont a ra splann pegen prizius eo mont a-gevret evit yaouankiz ar vro. En tu all d'ar yezh ha d'ar sevenadur, kement-mañ zo yac'h ha spletus evit sevel steuñv amzer-da-zont Breizh, an armerzh hag al labour...
Kement ha gouzout hiroc'h ha lakaat an anv kavit an titouroù amañ kevret (roll ar meuzioù war an eil pajenn).
(War al luc’hskeudenn : aozerien tro-dro Nelly Fruchard, maerez Pleskob).
Evit Bemdez,
Bertrand Deléon.
■