Brezhoneg en SNCF !

Communiqué de presse publié le 22/04/13 22:15 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29915/29915_1.jpg

An dibenn-sizhun tremenet e oa bet dalc'het Breujoù ar strollad Ai'ta ! e Montroulez. E-pad daou zevezh ez eus bet kaoz deus mont en-dro diabarzh ar strollad koulz ha deus ar strategiezh ha deus an oberennoù a fell deomp sevel evit kas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran.

Pa oa bet savet ar strollad Ai'ta ! e 2005 e oa bet dibabet stourm evit talvoudekaat ar brezhoneg en tier-gar, dre gomz ha dre skrid. Dibaoe un nebeut bloavezhioù e vez gwelet ar strollad o stourm war tachennoù all, met derc'hel a reomp da labourat war dachenn an SNCF memestra.

Da heul e embannomp ul lizher resevet ganeomp da c'houde an emgav bet nevez 'zo gant dilennidi Kumuniezh Kumunioù Gwengamp diwar-benn al labourioù boulc'het e brasan ti-gar bro Dreger. Un tanva eo deus al labour ingal hag aketus graet gant stourmerien ar brezhoneg. Chom a raio Ai'ta ! war evezh-bras eno koulz ha tier-gar all ar vro.


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.