Troioù-Kaer Bolomelen war Difetis!

Communiqué de presse publié le 22/04/13 16:21 dans Media et Internet par Vincent PINCEMIN pour DIFETIS
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29907/29907_1.jpg
Bolomelen

Ijinet gant Isabelle Le Nabat ha treset gant Envel Kervoas, Bolomelen a zo haroz ur vandenn-treset embannet gant An Here e 2002. E 2012, 3 istor nevez oa bet krouet digoust evit al lec'hienn Webklas.

Er miz-mañ ez eus tu deoc'h adkavout oberennoù klok Bolomelen e stumm niverel war al lec'hienn Difetis.

Kavet e vo ivez evit ar vugale «Ostilhoù Gweltaz» treset gant Fañch Ar Ruz hag embannet gant Keit Vimp Bev. Kont a istor Gweltaz ne gav ket e vorzhol. Mont a ra da glask anezhañ oc'h ober tro e vignoned. Pelec'h 'ta emañ erruet ?

Tu zo ivez pellgargañ pladenn digoust Skol Diwan Pondi : «Kanomp uhel», deuet er maez warlene.

Met ar re vras n'int ket lakaet da gostez, gant Romant-polis «An avel en ho plev» embannet gant Al Liamm ha gounezet an eil priz er priziou 2013.


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.