Skinwel divyezhek : n'eo ket donet mat Ai'ta ! er Rannvro ?

Communiqué de presse publié le 18/04/13 20:51 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29872/29872_1.jpg

Da heul al lizher kaset da bPierrick Massiot, prezidant Kuzul Rannvro Breizh :

Aotrou Prezidant,

O klask emaomp kemer un emgav digant ar bezprezidant Ao. Jean-Michel LE BOULANGER e karg eus ar c'huzuliadennoù tro-dro « ur bodad prederiañ » diwar-benn diorren ar c'hleweled e Breizh.

Daoust bout adlañset ar rannvro meur a wezh e seblantfe n'en dije c'hoant servijoù Ao. LE BOULANGER d'en em gavet ganeomp evel bodad pellarvesterien ampleget e krouidigezh seurt ur chadenn rannvroel divyezhek.

Kouslkoude, e-kerzh dalc'h ar rannvro d'an 21 a viz Meurzh e oa meneget en destenn votet anvet « Kemennad er c'hendiviz evit an digreizennañ » el lodenn « diorren ar c'hleweled e Breizh » en doa c'hoant ar rannvro loc'hañ un « diviz » tro-dro « meur a dachenn e-touez ar pezh a denn eus ar vro gant pellarvesterien dedennet gant danvez Breizh en un doare lies hag ivez gant he yezh …Dav e vo kreñvaat plas ar brezhoneg er c'hleweled » (p. 47)

Neuze e kavomp dipitus diouer a ziviz ganeomp-ni evel lodenn eus pellarvesterien daoust e vez embannet emañ prest ar rannvro da gendiviz …

D'an ampoent m'eo bet kaset nevez-zo ul lizher digor d'ar prezidant France-Televisions gant impljidi Frañs 3 Breizh evit lavaret o « c'hounnar hag o nec'hamant gant digresk ar programmoù rannvroel » ha gervel « d'ur souten evit arnodañ e Breizh ur chadenn rannvroel bublik gwir a c'hellfe krouiñ postoù labour dre lakaat ur plas bras d'ar brezhoneg » , emañ poent bras hervezon kas ur gwir raktres da benn diwar ar c'hinnig bet kaset d'ar rannvro e dibenn miz Kerzu 2012 gant France-Televisions. Seblant n'eo ket trawalc'h ur « bodad prederiañ » pell alemañ.

Goude hon oberenn gentañ dirak savadur Courcy d'ar 15 a viz Meurzh ha goude bet kaset un teuliad tematek da bep kuzulier rannvro, e c'houlennomp diganeoc'h un emgav gant ar rannvro war teuliad krouidigezh ur chadenn bublik divyezhek evit Breizh.

A galon, Aotrou Prezidant.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024
«Eur vir jadenn ziouiezeg evid Breiz dioustu!»
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.