An DVD Daet eo genin ! er stalioù en-dro

Communiqué de presse publié le 15/04/13 22:33 dans Langues de Bretagne par Christian Le Meut pour Christian Le Meut

Fonnapl e oa bet gwerzhet ar 500 skouerenn gentañ tennet ag an DVD Daet eo genin !, embannet e miz Gouel Mikael 2012 get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna. Diaes e oa daet da gavout e miz Genver dija. Hir e oa bet donet da benn a denniñ skouerennoù oc'hpenn met arru int, a-benn ar fin.

An dud a oa bet nac'het o goulenn a c'hello monet en-dro d'o stal-levroù ha razh ar vrezhonegerion intereset ivez, adal m'o deus tizhet al live A2 (goude daou vlezad skol-noz pe tri miziad stummadur lan amzer).

Pal pennañ ar bladenn a zo gwellaat ar c'hompren dre selaou. 15 tem a-zivout ar vuhez a-vremañ a gavor enni, tri stumm evit pep hani (A2, B2, C2), 45 video dishañval en holl enta ha 88 min. da selaou ;

enrollet get tud a veur a dachad a Vro Gwened ;

7 poelladenn evit pep live, 315 en holl ;

testennoù ar c'haozioù get notennoù àr ar c'heriaoueg ;

etrefas brezhoneg-galleg ; videoioù, poelladennoù ha testennoù e brezhoneg hepken.

Kit àr lec'hienn ar Gerlenn, www.kerlenn-sten-kidna.com, da ouiet hiroc'h : ur video da ziskouez penaos eh a en-dro ar benveg nevez-se (e brezhoneg, galleg ha yezhoù arall), un teuliad-kelaouiñ divyezhek (istoer ar raktres ha titouroù oc'hpenn), roll an abadennoù ha pennadoù en-dro d'an DVD er mediaioù ha c'hoazh.

Moaiand zo ivez goulenn an DVD àr-eeun d'ar gevredigezh ma kaser ur chekenn 20 ¤ da Gerlenn Sten Kidna, 6 ru Joseph Rollo – 56400 An Alre. Gellet a raer ivez pellgomz da zDavid ar Rouz, 02 56 54 24 38 pe 06 37 15 49 71. Skignet e vez oc'hpenn ar produ get Coop Breizh da gement stal e Bro-C'hall hag a c'houlenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 1 ?