Manifestadegoù a-enep lezenn an eured homo e Breizh

Communiqué de presse publié le 13/04/13 18:25 dans Société par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/29/29785/29785_1.jpg
Dirak Ti ar C'hendalc'hioù

D'ar Merc'her 17 a viz Ebrel, e vo manifestadeg dirak pemp prefedti Breizh da 18 eur. Di sadorn e Brest da zegemer ar ministr Le Drian, anv zo eus ar 5 a viz Mae hag eus ar 26 a viz Mae ivez...

D'ar sadorn 14 a viz Meurzh, en Naoned e oa 300 den bennak evit degemer Caroline Fourest, ur gazetennez-lesbianez a-du gant dimeziñ ar pared heñvel o rev da ziv eur e Palez ar C'hendalc'hioù.

War blasenn ar Roue e oa ur vanifestadeg gant an «Homen» paotred dizolo o bruchedoù a zo a-enep emzalc'h Emsav ar «Femen», a-du gant kealiadurezh ar gender hag ar venelouriezh.

E Brest hag e Roazhon e oa bet astennet hirbannieloù war ar gour-hent.

En Oriant e oa bet oazet un «eured arallrev».

(voir le site)