Stumdi : stummadur "mont da skrivagner brezhonek"

Communiqué de presse publié le 9/04/13 11:45 dans Langues de Bretagne par Annaig Guedes pour Annaig Guedes
https://abp.bzh/thumbs/29/29733/29733_1.jpg
logo Stumdi

Pellaet eo bet an termen betek ar Merc'her 24 a viz Ebrel 2013 evit an dud o defe c'hoant kas un teuliad a-benn lakaat o anv war ar stummadur «mont da skrivagner brezhonek».

Plijet oc'h o skrivañ e brezhoneg, un istor ho peus da gontañ, raktresoù e leizh a zo ganeoc'h ha danevelloù leun ho chakodoù !

Kinniget e vez ar stummadur gant Stumdi, aozadur stummadurioù micher d'an dud deuet, Livre et Lecture en Bretagne, skoazell d'ar c'hrouiñ lennegel e Breizh, Dizale, produiñ kleweled, ha kuzul Rannvro Breizh. Sevenet e vez gant Le Groupe Ouest, Ahel Europeat Krouiñ er Sinema.

Kaset e vo ar stummadur war 7 miz, gant stalioù-labour aozet ha lojet e Brignogan ha gant mareoù labour a-hinienn. Rannet e vo an 3 sizhunvezh labour e Brignogan : eus ar 27 a viz Mae d'ar 1añ a viz Even, eus ar 26 d'an 31 a viz Eost hag eus ar 25 d'an 30 a viz Du.

Kavout a reoc'h amañ-staget ur galv a zispleg ar stummadur hag e vont-en-dro.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 0 ?