Skritelloù bras 4m x 3m evit diorren ar c'helenn divyezhek

Communiqué de presse publié le 5/04/13 11:17 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB)
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29667/29667_1.jpg
Skritell ar c'houlzad "Erwan"

En e bolitikerezh yezh, nevesaet e 2012, en doa Kuzul-rannvro Breizh kefridiet an OPAB da aozañ ur vrudadeg war ar c’helenn divyezhek. Evit an eil koulzad “Erwan” ez eus bet divizet cheñch ment ar skritelloù ha skignañ anezho er rouedad-skritellañ 4 metrad dre 3 e Breizh a-bezh.

A-hed miz Ebrel e vo gwelet ar skritell-mañ e kêrioù brasañ Breizh : Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon ha Naoned.

Gouestlet ez eus un niverenn bellgomz d'ar c'houlzad, 0820 200 80, ha ganti e vo tu d'ar gerent da c'houzout hiroc'h war ar c'helenn divyezhek. 14709 skoliad a gaver ennañ en deiz hiziv e 430 ti-skol dasparzhet etre an deskadurezh publik, an deskadurezh katolik ha skolioù Diwan.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.