Kemerit perzh e Breujoù Ai'ta !

Communiqué de presse publié le 4/04/13 19:52 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29663/29663_1.jpg

Mat ar jeu ganeoc'h ?

Dalc'het e vo BREUJOU 2013 AI'TA ! e Montroulez, d'ar sadorn 20 ha d'ar sul 21 a viz Ebrel, ha pedet oc'h da gemer perzh !!

Pelec'h ha pegoulz ?

E Montroulez. Degemer adalek 10 eur beure. Kregiñ a rimp da 11 eur plom. Da 10 eur e vo kroget d'ar sul (sañset e vo achu goude merenn).

Ar pal ?

Ober bilañs Ai'ta, gwellaat ar strollad, gwelet peseurt dazont reiñ d'hor stourm evit ar brezhoneg (e peseurt framm, war peseurt tachennoù...), ha riboulat asambles evel-just !

Piv 'hall kemer perzh ?

Tout an dud ! Stourmerien kozh ha yaouank, mignoned ar strollad, tud n'int ket bet gwelet morse : an holl a fell dezhe kas hor yezh war-raok kea ! Arabat kaout aon da bediñ mignoned deoc'h, ha pa ne ouifent ket brezhoneg c'hoazh... Treiñ an eskemmoù war ar prim omp boaz d'ober pa vez ezhomm !

Penaos ober ?

Kasit ur postel deomp evit lakaat hoc'h anv : ai.ta.treger@gmail.com

Pep hini a zegas un tamm boued da rannañ etre an holl, koulz ha boeson (ma fell dezhañ), ur vatarasenn hag ur sac'h kousket evit ar re a c'hall chom an daou zevezh.

Penaos e vo votet ?

Aes eo : un den paet e skodenn (15 euro evit al labourerien / 10 euro evit ar re all) gantañ = ur vouezh. Posubl eo d'ar re n'hallont ket kemer perzh votiñ dre brokurasion, met ne vo roet nemet ur brokurasion d'ar muiañ da bep ezel.

Setu, deuit niverus !

Skipailh Ai'ta !


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.