Ai'ta ! degemeret gant renerezh Ar Post e Breizh

Communiqué de presse publié le 29/03/13 21:16 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29592/29592_1.jpg

Izili deus ar strollad Ai'ta ! zo bet degemeret e Roazhon d'ar 27 a viz Meurzh gant Anne Nicolas, renerez nevez Ar Post e Breizh. Dibaoe meur a vloaz e c'houlennomp ma vo talvoudekaet ar brezhoneg en tier-post e Breizh : staliañ panelloù en div yezh, lakaat war-wel an implijidi brezhonegerien, kaout tu da choaz ar brezhoneg er mekanikoù…

An emvod-mañ zo bet un digarez da zisplegañ dezhi perak eo pouezus ober gant ar brezhoneg er Post. Laouen omp o vezañ boulc'het darempredoù a-nevez gant Ar Post, ha graet hon eus kinnigoù resis outi evit m'az ay war wellaat plas ar brezhoneg enni. Da heul digoradur kentañ ajañs Post en div yezh e Karaez hon eus goulennet e vefe graet kement all, da gentañ, en un ti-post deus pep departamant Breizh. Goulennet hon eus ivez ma vo lakaet e pleustr ar memes tra evel ar pezh a ra Ar Post e bro Elsas (levrigoù galleg-yezh ar vro evit an implijidi, badjoù evit ar re zo kontant d'ober gant ar yezh gant ar pratikoù...)

Roet hon eus d'an Itron Nicolas kopiennoù deus un dek lizher-skoazell bennak savet gant dilennidi Breizh hag o deus skrivet da renerezh Ar Post evit goulenn ganti ma vo doujet ha talvoudekaet ar brezhoneg. Lakaet e vo un emgav nevez ganti a-benn miz Gwengolo. Strollad Ai'ta ! koulz ar Vretoned kar o yezh ne vefent ket evit kompren n'ez afe ket plas ar brezhoneg war wellaat buan en tier-post e Breizh.

8 kannad : François de Rugy (44), Richard Ferrand (29), Marc Le Fur (22), Annick Le Loch, Philippe Leray (56), Jean-René Marsac (35), Hervé Pellois (56), Jean-Jacques Urvoas (29) ; ur senatour : Grard Le Cam (22) ; ha, Jean-Yves Le Drian, bet prezidant Kuzul Rannvro Breizh.


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.