Plijet gant ar c'helenn brezhonek? Ur vicher kazi asur gant Diwan

Reportage publié le 27/03/13 23:22 dans Langues de Bretagne par Christian Rogel pour Christian Rogel
https://abp.bzh/thumbs/29/29574/29574_1.jpg
L'Institut supérieur de formation pédagogique Kelenn pour les enseignants en breton à Quimper

Da geñver Sizhun ar brezhoneg (16-23 a viz Meurzh) e oa un devezh dorioù digor e Kelenn, ensavadur evit stummañ danvez-mistri Diwan, hag eñ krouet e 1999.

Kejet en deus an ABP gant Eliane Kerjoant hag Anna-Vari ar Rouz hag displeget o deus saviad stummadur ar vistri-skol brezhonek en un endro divyezhek.

Diaes eo sevel ur skol Diwan nevez pa tle bewech ar gerent rastellañ arc'hant evit ar mont en-dro koulz ha paeañ ar vistri-skol gentañ.

Koulskoude e c'hell Diwan Breizh digeriñ div skol nevez pep bloaz pe dost ha leuniañ ar postoù vak en e 44 skol, 6 skolaj hag el lise Karaez (3 678 skoliad, skolajiad ha lisead e 2012-2013).

E Kemper emañ e ensavadur evit stummañ an danvez-mistri ha 15 anezho o klask tapout o masterioù MEF (Métiers de l'Enseignement et de la Formation) gant ar meneg «Kelenn divyezhek dre soubidigezh».

Nebeud-tre pe nikun anezho o deus bet tro klevout brezhoneg en o familh, ha pa 'z eus bet un niveradig skolidi Diwan kentañ bezañ bet stummet gant Kelenn hag aet da gelenn er rouedad skolioù brezhonek.

An darn vrasañ eus ar re degemeret e-barzh Kelenn o deus kroget gant ar brezhoneg pa oant krennarded ha muioc'h-muiañ o deus kroget pelloc'h gant ur stummadur hir (6 miz =24 sizhun) roet dezho gant Mervent pe gant Roudour pe gant Skol an Emsav pe gant Stumdi.

Bez e c'hell an danvez-mistri heuliañ ur stummadur efedusañ evit ober ar vicher, 930 eur-pad gant Kelenn, ar rakstummadur «Mestroniañ brezhoneg war-zu micherioù ar c'helenn», e anv. (Gwengolo-Mae).

Evit bezañ studier evit ar master e-barzh Kelenn e tleer :

- Bezañ tapet un aotreegezh (n'eus forzh peseurt hini) pe un diplom kevatal

- Mestroniañ ar brezhoneg

- Bezañ degemeret gant bodad-degemer Diwan evit Kelenn

Ne vezer ket gopret er bloavezhiad gentañ e-barzh Kelenn, met paeet e vez ar stummadur gant Diwan.

Posubl eo tapout ar yalc'had anvet «Skoazell» digant Rannvro Breizh.

En eil bloavezhiad e heul ar studierien ur staj micherel gopret dindan ur c'hevrad CDD evit kelenn en ur skol dindan evezhiadur ur c'helenner skiant-prenet.

Goude ar stummadur ha tapet ar Master 2 MEF e vo kinniget ur post didermen e-barzh unan eus ar skolioù Diwan evel skolaer dindan ur c'hevrat prevez.

Posubl e vo da neb ar vasteridi tremen ar c'henstrivadeg kelenner-skol ha klask mont war unan eus ar postoù Diwan. dindan ur c'hevrat publik.

Posubl eo ouzhpenn tremen kenstrivadeg kelennerien-skol ar skolioù divyezhek prevez da c'houde.

Enkorfet eo Kelenn en «Institut supérieur pour les langues de la République française» (ISLRP) diazezet e Béziers, ur paraplu ez-ofisiel evit kement rouedad skolioù dre ar yezhoù lec'hel a zo.

Ur skoazell teknikel a zeu eus Skol-Veur Perpinya, houmañ liammet gant ar skolioù-meur eus Katalonia ar Su.

Poent eo mont e darempred gant Rann ar C'helenn Diwan evit klask bezañ stummet er bloavezh 2013-2014.

M'hoc'h dedennet, it e darempred gant Kelenn, 3 straed Vañde, 29000 Kemper. Pgz : 02 98 95 55 99. Postel : kelenn2@wanadoo.fr .

Sellit ouzh al lec'hienn evit ar rakstummadur : (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 4 ?