Etre 300.000 hervez ar polis, hag 1.400.000 a dud, hervez aozerion ar «Manif Pour Tous», a oa disul e Pariz o vanifestiñ a-enep an «Eured Homo».
Ur mor a dud a oa etre Arc'h an Défense hag Arc'h an Trec'hlid (5 kilometrad a vanifesterion stank-ha-stank). E kreiz an abardaez e oa bet ranket digeriñ ivez Bali Foch, bali ledanañ Pariz, ha Bali Carnot.
Cheu a zo savet p'eo bet gazet lod eus ar vanifesterion, en o zouez bugale ha tud dinoaz ent-anat.
E-pad an endervezh ez eus bet ur miliad bennak o chom war ar Champs Elysées, 98 a zo bet prizoniet.
Kalz a vannieloù «Gwenn-ha-du» a veze gwelet er renk kentañ. En o zouez hini Emglev An Tiegezhioù a vanifeste gant muzulmaned ha religionoù all a-enep al lezenn-se a zo diazezet war ar geñverelouriezh : al lezenn hervez an ideologiezh-se ne rank mui doujañ d'al lezenn naturel a zo ar memes hini en holl relijionoù met ouzh ar «volontez jeneral» hepken. (voir le site)
■