Mekanoskrid an EIl Orin gant Manuel de Pedrolo

Communiqué de presse publié le 25/03/13 15:19 dans Cultures par Cecilia Pierson pour Cecilia Pierson
https://abp.bzh/thumbs/29/29556/29556_1.jpg

Ar skrivagner pouezusañ hag e-touesk ar re founnusañ eus al lennegezh katalonek eo Manuel de Pedrolo (1918 – 1990). Desavet e oa bet en ur gêriadenn hag a vez graet L'Aranyó anezhi, ur c'hant kilometr bennak diouzh Barselona en diabarzhvro. E familh a oa a orin jentil ha catalanista. E-touez ar c'hant levr bennak bet skrivet gantañ e kaver oberennoù skiant-faltazi, barzhoniezh, prederouriezh, c'hoariva, romantoù-polis… Digor e tiskoueze bezañ da holl dachennoù al lennegezh hag an deskamant. Evezhiek e oa ivez ouzh buhez e vro hag ar bed a-bezh.

E 1974 eo bet skrivet Mekanoskrid an Eil Orin, oberenn vrudetañ Manuel de Pedrolo hag al levr moullet ar muiañ e kataloneg. Kontañ a ra ar romant istor ur c'houblad krennarded, Alba ha Dídac, chomet bev goude an Apokalips en deus diouennet an Denelezh. Dibab a reont saveteiñ roudoù ar sevenadur-bet hag adpoblañ an Douar.

Evit an dud deuet hag ar grennarded.

166 p. ; 14,5 x 20,5 cm ;

14 ¤

ISBN : 978-2-9525135-7-9

Skignet gant  :

Kuzul ar Brezhoneg

14 straed Louzaouenn an Hañv

(rue du Muguet)

22300 Lannuon — Breizh

[33+] (0)2 96 48 03 00

kab@brezhoneg.org - www.brezhoneg.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?