Amzer nevez ar varzhed o kenderc'hel gant Bernez Tangi ha «Torfed ar vilin»
Setu ul lodenn eus ar barzhoneg :
Pa oa Mai o vont d'ar stêr
E kane an nevez-hanv
C'hwitellet rae an naer
Wisk la bibañv bibañv
Heuliañ 'rae ar wenodenn
'vel ma vije bet ' tañsal
Leun he c'horf a startijenn
Gouez evel un aneval
Ar plac'h a oa dougerez
Dougen a rae prinsez ar bed
Hi a vefe pennhêrez
ar c'haerañ roz zo bet
Taolet he deus he botoù
he doa c'hoant nijal skañv
Netra war lerc'h he roudoù
met ur frond eus ar c'hwekañ
Liv ar brulu, c'hwez ar foenn
a lakae he fenn da drein
strebotin ' rae war mein an hent
O ! he c'halon skañv o skein....
■