Priz Sten-Kidna Le long cours du Bono 2013 da Aziliz Bourgès

Communiqué de presse publié le 24/03/13 12:16 dans Cultures par Christian Le Meut pour Christian Le Meut
https://abp.bzh/thumbs/29/29540/29540_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/29/29540/29540_2.jpg

Ar priz lennegel Sten-Kidna Le long cours du Bono, roet get kumun Ar Bonoù ha Kerlenn Sten Kidna, a zo aet da Aziliz Bourgès ar blez mañ evit he levr An Diaoul ouz taol (2102/Emgleo Breiz). Levr muiañ karet an dek den ezel ag ar juri, brezhonegerion a vro An Alre a zo bet plijet get doare Aziliz Bourgès da adsevel mojenn Kêr-Is. Daet eo Aziliz Bourgèz d'Ar Bonoù disadorn paseet, 23 ag ar miz Meurzh. Ar priz a zo bet roet dezhi get Jean Lutrot, eil maer Ar Bonoù ha Michel Demion, kuzuler kêr. 700 ¤ a vez roet bep blez d'ar skrivagner priziet. Mich Beyer, Herve Gouedard, Riwall Huon, Yann Bijer o deus bet ar priz-se, savet e 2009.

Ar pal : priziiñ ul levr faltazi, romant pe danevelloù, nevez embannet. Ur sonj vat eo evit sikour get ar re a skriv e brezhoneg hiriv an deiz.

Ur priz e galleg a vez roet ivez, priz Bernard Moitessier, war tem ar veaj (unan gwir pe unan ijinet), hag a zo dibabet get ur juri all : aet eo da Tropique du Bayanda, get Virgile Charlot (Arthaud). Bernard Moitessier, moraer mill vrudet a zo interet er Bonoù.

Kerlenn Sten Kidna deus krouet ar blez mañ ur «priz ispisial», evit levrioù e brezhoneg ha n'int ket na romantoù na danevelloù. Daniel Doujet en deus bet ar priz-se evit e labour kempenn hag adembann «Etrezomp e brezhoneg», kronikennoù Job Jaffré bet embannet barzh La liberté du Morbihan etre 1965 ha 1986. Testennoù berr, kentelius hag aes da lenn, skrivet e brezhoneg mod Bro Pourlet, a ziar traoù a bep sort : istor ar vro, mojennoù, gizioù an dud, ha c'hoazh. Embannet eo bet pemp levr betek bremañ get Emglev Bro An Oriant, hag ar c'hwec'hvet a zo war ar stern. Gwerzhet e vez barzh stall Coop Breizh an Oriant.

Get Aziliz Bourgès ha Daniel Doujet e vez roet dañvez talvoudus d'ar re a lenn e brezhoneg, ha d'ar re zesk ivez. Trugarez dezhe.

Kerlenn Sten Kidna


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?