Kendalc'h Diwan Breizh prientet e lise Karaez

Communiqué de presse publié le 22/03/13 18:54 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
gilbertkeribin.flv, gilbertkeribin.flv

'Benn miz e vo izili Diwan e Landivizio evit Kendalc'h Diwan : emvodoù a vez e pep bro ha deuet e oa tud burev Diwan Breizh el lise evit displegañ d'ar re yaouank penaos kemer perzh er c'hendalc'h.

Seizh eur hanter noz : e sal Anjela Duval lise Diwan Karaez zo bodet daouzek lisead, dilennidi, tud mennet da lakaat ar brezhoneg da vont war-raok e-barzh hag e diavaez al lise, asambles gant Gilbert Cabon, eus burev Diwan Breizh ha prezidant Kelenn, ha Per Keribin, er burev ivez.

Ouzhpenn ar c'hendalc'h a zo bet meneget : plas ar brezhoneg er gevredigezh, penaos kavout an arc'hant evit sikour ar skolioù nevez, plas ar sonerezh hag ar c'hrouiñ evit dazont ar brezhoneg...

Gallout a ra ar re yaouank kemer perzh ha votiñ pa vezont 16 vloaz da nebeutañ. Gant ar spi e vint niverus e Kendalc'h Diwan d'an 20 ha d'ar 21 a viz Ebrel e Landivizio. Dreist-holl abalamour d'ar plas treutoc'h-treutañ a vez graet d'ar brezhoneg gant ar stad C'hall.


Vos commentaires :
Patrig Chevin
Jeudi 26 décembre 2024
Guell eo kaozeal galleg eged brezoneg mod-se!

prouffjan
Jeudi 26 décembre 2024
setu da zont ar brezhoneg ? gwelloc'h dezhañ krevi

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?