Nevez deuet er-maez: "Buhez sante Barba « Vie de sainte Barbe » de 1608" (emb. TIR)

Communiqué de presse publié le 21/03/13 4:03 dans Langues de Bretagne par Anne-Sophie Leborgne pour Anne-Sophie Leborgne
https://abp.bzh/thumbs/29/29502/29502_1.jpg

Nevez 'zo ez eus bet kavet e levraoueg Hannover, e Bro-Alamagn, un skouerenn dianav eus ar pezh-c'hoari e krennvrezhoneg, “Buhez sante Barba”. Moullet eo bet e 1608 e Sant-Maloù gant Pierre Marcigay. Al levr-mañ a ginnig ar skrid klok. Ouzhpennet 'z eus bet notennoù gant eilstummoù embannadur 1647 (anavezet abaoe an XIXvet kantved).

Al labour embann a zo bet kaset da benn gant Paul Widmer, kelenner-klasker e skol-veur Marburg e Bro-Alamagn, e kenlabour gant Christina Fischer ha Ricarda Scherschel.

Al levr-mañ eo ivez an hini kentañ embannet er rummad FATA (Fundamenti Aremoricorum Textorum Accessio).

19 x 25 cm - 180 p. - ISBN: 978-2-917681-19-0 - 13¤ (+ 3¤ mizoù-kas)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 8 ?