Ar vrezhonegerien hag an deskidi e brezhoneg ne vank james an emgav-se. Deuet eo da vezañ un henvoaz zoken. Bep bloaz e miz Meurzh en em gav ar vugale hag an dud deuet a-benn daeañ reolennoù ar reizhskrivadur hag adskrivañ un destenn difazi. Etre 100 ha 150 den a gemer perzh bep bloaz. Gant se eo Naoned ar gêr gant ar muiañ a berzhidi.
Ar Skrivadeg a vez aozet bep bloaz war ar memes devezh e lec'hioù disheñvel e Breizh hag e Pariz. E 2013 bez eus 14 kêr o kemer perzh . Atav e vez lidet an darvoud-mañ en un argelc'h plijus ha lirzhin, gant dudioù, arvestoù pe sonedagoù kinniget e-pad an troc'h-difaziañ.
Un doare lirzhin d'en em gavout tro-dro d'ar yezh eo an darvoud-mañ, met ivez e bod ar Skrivadeg tud deus an holl rummadoù-oad hag e enaouiñ anezho da lakaat ar yezh da vevañ. Ar berzhidi a zo dispartiet dre live, deus an deraouidi betek an dud barrek, bugale ha tud deuet. An dud deus pep live a adskrivo an destenn gant an nebeutañ a fazioù a yelo d'ar gourfenn. Redon a zegemero gourfenn ar Skrivadeg e 2013.
Digoust ha digor d'an holl eo an darvoud. An abadenn dudi kinniget e-pad an difaziañ, ur sonadeg gant Gouez ar bloaz-mañ, a zo digor d'an holl, brezhonegerien pe get, perzhidi pe get.
An emgav a vo d'an 23 a viz Meurzh adalek 1e30 e sal Bonnaire, 1 straed Kouffra e Naoned. Digor eo an enskrivadurioù evit an dro lec'hiel c'hoazh. Ar Skrivadeg e Naoned a zo kenaozet gant Deskiñ d'an Aodourien ha Kentelioù an Noz.
Lannuon, Brasparzh, Brest, Daoulas, Karaez, Sant-Brieg, Kastell-Paol, Ploneiz, Redon, Bruz, Naoned, Gwened, an Oriant ha Pariz
■