eil Tro Velo e Bro Pagan

Agenda publié le 19/03/13 20:34 dans Patrimoine par Bruno LE GRAS pour Bruno LE GRAS
https://abp.bzh/thumbs/29/29479/29479_1.gif
gweledva war an d/Tro Velo

TRO VELO

Tro am eus bet kaoud ur pennad kaoz gant Gwenole Premel hag a labour e Ti an Douristed bro Lesneven evit displeg din ha deoc'h war un dro, lennerien ker, petra a zo deus an d/Tro Velo.

Evidomp-ni brezhonegerien eo bet savet an dro-se met ivez diwar c'houlenn an douristed c'hoant ganto dizoleiñ ar c'horn bro war o belo dre ribinoù sioul ha sur kinniget war ur gartenn pizh.

En em gavet eo Ti an Douristed bro Lesneven gant Ti ar Vro Bro Leon evit sevel an d/Tro Velo diwar mennozh Marivon Berthou, hi kustum mont da vale bro gant he marc'h-houarn hag he gwazh Andre Ollivier. Dav lavarout ivez e oa ur galv raktres gant «Ar Redadeg» _pal dezhi difenn ar brezhoneg bev_ evit sevel oberiantizoù mat dezho lakaat an dud da gaout an digarez da implij yezh ar vro, o yezh dezho evit lod.

Glad hag istor bro Pagan hag e micherioù kozh a vezo moien d'ober anaoudegezh ganto dre sell ha dre klev. Kas a raio an d/Tro an dud da vale a lec'h da lec'h a-hed ur 25 km bennag, da lavarout eo 2 pe 3 eurvezh bale war velo dre hentoù bihan pe gwenojennoù ma vo kavet a blas da blas peulioù displegadegoù warno eus tra-mañ-dra deus pezh a ra buhez ar vro.

Ar gweladennourien a vo pedet da heulhiañ an hent kinniget dezho goude bezañ pellgarget war o fellgomzerioù godell an 13 enrolladennoù-hentchañ MP3 ha kartenn an d/Tro Velo. Tro a vo selaou mouezh tud ar vro enrollet en o yezh o tispleg penaos e oa ar vuhez gwechall er c'horn bro: hini bezhinaerien, ti-gar kozh Plouneour-Traezh, buhez Paotr Treoure...

Emañ an d/Tro Velo ur respont ivez da c'houlennoù ar c'hantved, da lavarout eo reiñ tro d'ober hep ar c'harr-tan, d'ober embregerezh-korf mat evit ar yec'hed, gwelout traoù n'eus ket tu da zizoleiñ anezho diouzh an hent bras gant un tizh bras anat eo...

Lidet e vo eil bloaz an d/Tro Velo dindan paeronezh Fañch Fave d'ar sul 24 a viz meurzh adaleg 2.00 gm. En em gavo a raio an dud war blasenn ti-kaer Plouneour-Traezh ha d'an deiz-se e vo tu kaout ar blijadur da selaou ez-vev ouzh an dud enrollet war al lec'h int bet lakaet da gaozeal eus istor-mañ-istor eus ar c'horn-bro en o zouez Goulc'hen Kervella, Yann-Ber Premel, Louis Elegoet,...a vo klevet.

Un dra a c'heller rebech marteze Yann Brezhoneger eo n'eo ket kinniget

Loc'het e vo diouzh plasenn ti-ker Plouneour-Traezh a strolladoù pe en o-unan gant enrolladennoù-hentchañ MP3 goude bezañ paeet e skod a 2,5¤; pep hini a zegaso e varc'h-houarn dezhañ.

Titouroù digant Ti an Douristed Lesneven 02.29.61.13.60_ tourisme@lesneven-cotedeslegendes.fr

Ti ar Vro Leon 02.98.83.30.41


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?