François Hollande : treitour, mallozh dit !

Communiqué de presse publié le 18/03/13 21:26 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29457/29457_1.jpg

Nevez 'zo hon eus klevet ne vo ket kemmet ar Vonreizh evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù « rannvro ». Gant se ne vo ket posubl d'ar Stad C'Hall peursinañ karta Europa ar Yezhoù Minorel.

Fellout a ra da strollad Ai'ta ! diskuliañ emzalc'h François Hollande hag e vinistred a-orin deus Breizh : treitourien int rak embannet o doa war ar groaz da vare koulzad-kaballiñ 2012 e vefe peursinet ar Garta (promesa niverenn 56 : « Me a lakaio karta ar yezhoù rannvro ha minorel da vezañ peursinet. ») Treitourien int d'ar Vretoned rak tomm eo kalonioù tud hor bro ouzh ar brezhoneg hag ouzh hor sevenadur. Ar bolitikourien-se ne dalvezont ket gwelloc'h eget Nicolas Sarkozy p'en doa eñ prometet e vefe votet ul lezenn da reiñ ur statud d'ar yezhoù « rannvro », ar pezh ne oa ket bet doujet kennebeut all.

Gant an drubarderezh nevez-se ez eus bet diskouezet deomp, ur wech ouzhpenn, penaos ne c'hell kontañ ar Vretoned nemet war o nerzh dezho o-unan, ha ne vo nemet ar stourm a c'hello reiñ un dazont d'hor yezh. Gervel a ra Ai'ta ! neuze an holl dud a fell dezhe e chomo bev ar brezhoneg da stourm dre an holl zoareoù posubl, ha re an disentidigezh sivil en o zouez, evit ma vo anavezet ha doujet er gevredigezh a-bezh hor yezh hag ar re a gomz anezhi.


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024
da Patrick Yves Girard : Kevre Breizh.
Ar vanifestadeg e Kemper bloaz 'zo a oa evit gwerzhañ hor mouezhioù en eskemm eus promesaoù toull a-berzh ar frank-mason PSF Jean-Yves Urvoas. Hennezh a zo c'hwen en e loeroù bremañ.
Lous eo ar politikerezh, me 'lar dit !!

Ret e vo da Aïta sonjal en em harpañ war ur strollad politikel dezhañ e-unan evit chom kempoell, unan broadelour ha neptu mod all.

Rak gwir eo n'heller kontañ war strollad gall ebet na zoken war strolladoù sañset breton hogen gwerzhet-naet d'ar c'hallaoued evel UDB e kazel-gae gant ar PSF.

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.