BEC'H DE'I ! Digreizennañ, abadenn III ! Petra da c'hortoz ? (d'al Lun 18 a viz Meurzh, da 8e3

Agenda publié le 16/03/13 19:04 dans Politique par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/29/29425/29425_1.jpg
Bec'h De'i ! Digreizennañ abadenn III ! Tabut d'al Lun 18 a viz Meurzh da 8e30 noz war Brezhoweb.

BEC'H DE'I !

D'al Lun 18 a viz Meurzh, da 8e30 war Brezhoweb.

Digreizennañ, abadenn III : petra zo da c'hortoz ?

Unan eus gouestloù pennañ François Hollande e oa. Peseurt soñj a c'heller kaout e-keñver ar raktres lezenn zo war sevel dindan ren maerez kozh Montroulez, Marylise Lebranchu ?

Bec'h d'an tabut war Brezhoweb ha Tébéo, kaset en-dro gant Lionel Buannic ha Kristian Rivoalen (Radio Kreiz-Breizh), gant :

- Jean-Luc Bleunven, Kannad eus Plabenneg (DVG)

- Herve Guelou, maer Plufur ha kuzulier-rannvro (UMP)

- Frédérique Le Nedellec, kuzulierez-kêr e Brest (UDB)

- Yann Jestin, eil-maer Lesneven (Strollad Breizh) hag ezel eus ar Scottish National Party.

- Gérard Gwenn, eil-maer Boneur ha bes-prezidant Tolpad-Kumunioù ar Yeun Elez (Talbenn an tu-kleiz)

- Bernez Kabon, maer kozh Gwimaeg (PS)

Abadenn e brezhoneg war-eeun eus Gwimaeg (kafe-levrdi Caplan, kêriadenn Poul-Rodoù). Digor d'an holl : degemer an arvesterien da 8e00.

War www.brezhoweb.com.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 8 ?