Trede saloñs Baleadenn

Agenda publié le 15/03/13 14:10 dans Sport par Erwann Denez pour Baleadenn
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29409/29409_1.jpg
Baleadenn 2013

Ul lec'h emgav eo deuet da vezañ saloñs Baleadenn evit an holl re a blij dezho, eskemm, anavezout lec'hioù nevez hag an natur. E-pad an daou zevezh e teuio un daou-ugent bennak a ziskouezerien evit kinnig doareoù bale disheñvel, sevenadurel, souezhus, sportel, pe istorel... P ' e vefec'h ur baleer, na gerzh nemet un eur bennak gwech an amzer pe “un debrer” hentoù daonet, war droad, war gaiak, war gein un azen, hoc'h unan pe gant ho familh, pep hini a gavo e lod, ha plijadur ho po. Sur eo ha n'eo ket marteze.

Enoret bras omp da zegemer Yvon Étienne evel paeron an 3de saloñs-mañ. Bep bloaz e vez roet ton d'ur vro bennak. Bro ar Roue Morvan eo a zo bet pedet ganeomp e 2013.

Evel kustum bremañ, e vo posupl, e-kerzh ar saloñs d'an dud mont da vale diouzh o faltazi, selaou prezegennoù pe kemer perzh e buhezadurioù a vo kinniget a-hed an daou zevezh.

Ar bloaz-mañ, a-drugarez d'ur c'henlabour etre an titourdi ha KKBA (Communauté de Communes du Pays des Abers) e vo kinniget meur a droc'had-hent nevez anavezet er SDHPB (Steuenn Departamant an Hentoù Pourmen ha Bale). An troc'hadoù bale-se 'zo etre 3 ha 25 km a-hed dezho, 'zo renablet holl war ur gartenn ha deskrivet spisoc'h war fichennoù. Sed un digarez nevez d'ober anaoudegezh gwelloc'h gant Bro An Aberioù ken bord an aodoù, ken en douaroù.

Evel ar bloavezhioù paseet, ez eus lorc'h er saloñs deus e idantelezh, a laka war-wel pinvidigezh hor glad naturel, sevenadurel , hag a ro ton d'ar brezhoneg.

Aozet e vez Baleadenn asambles gant Kenskor Departamant Kevredad Gall Baleerien Penn ar Bed, Baleerien ar Vourc'h-Wenn ha Ti-kêr ar Vourc'h-Wenn.

Saloñs mat deoc'h a-berzh Skipailh Baleadenn

Da c'houzout hiroc'h : www.baleadenn.org


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.