E 2013, "Bougez breizh" gant Gouelioù Breizh

Communiqué de presse publié le 14/03/13 11:34 dans Festivals par Hervé Sanquer pour Gouelioù Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29391/29391_1.jpg

Bevit penn-da-benn ar Gouelioù neuze gant deiziadur 2013 Gouelioù Breizh !

Gouelioù Breizh zo ur C'hevread 50 poellgor, a vez aozet gouelioù breizhek ganto, diazezet e 5 departamant Breizh. Aroueziañ a reont an arzoù niverus ha liesseurt a ya d'ober sevenadur Breizh.

Er bloaz-mañ c'hoazh ez embann ar C'hevread un deiziadur e stumm 260 000 plegfollenn ha 3000 skritell, anvet "Bougez Breizh", hag a vo skignet er rannvro, e Frañs hag er broioù estren. Kinnig a ra an emgavioù na c'haller ket c'hwitañ evit c'hoari las e Breizh.

Nevezenti vat : plegfollennoù ha skritelloù 2013 a c'haller kaout !!!

Krog omp dija da skignañ anezhe ken e Breizh ken e-maez ar vro !!! Mareoù dreist a-hed ar bloaz a c'hallot tremen gant an teulioù nevez-se (digoust hag evit an dud voutin) gant : 80 deiziad (penn-da-benn d'ar bloavezh 2013-2014 !!), ur c'heriaoueg vihan-tout divyezhek, un neuz nevez , ur c'hant daveenn bennak, ........ ha bepred an hevelep liammoù etre an dud voutin ha bed ar gouelioù hengounel : Gouelioù Breizh.

Notennit dija an 4 emgav gant bed ar gouelioù breizhek :

- D'an 17 a viz meurzh 2013 : Concours des Bagadoù de 2ème catégorie à GWENED (darempredoù : 02.97.86.05.54 - www.bodadeg-ar-sonerion.org)

- Eus ar 30 a viz meurzh d'ar 07 a viz ebrel 2013 : Les Assemblées du Bourg de Batz à BOURC'H-BAZ (darempredoù : 02.40.42.37.70 - bernadette.rivalant@hotmail.fr)

- D'an 31 a viz meurzh 2013 : Printemps de Châteauneuf à KASTELL-NEVEZ-AR-FAOU (darempredoù :06.81.67.67.14 - www.printemps-de-chateauneuf.org)

- D'an 31 a viz meurzh 2013 : Concours des Bagadoù de 4ème catégorie à PONDI (darempredoù : 02.97.86.05.54 - www.bodadeg-ar-sonerion.org)

It da seurfiñ war hol lec'hienn Internet hag hor rouedad sokial evit lavaret deomp ho soñj hag ho c'hoantoù e-keñver bed ar gouelioù e Breizh :

www.gouelioubreizh.com

www.facebook.com/gouelioubzh

(Nouvelle page Facebook)

(voir le site)

Gant tout an traoù-se, a-dra-sur,… N'HON EUS KET ECHUET DA C'HOARI LAS E BREIZH !!!!!!

Ken ar wech all e lusk ar gouelioù breizhek !!!

Bec'h d'ar blijadur !!

I-ara ben deü haèt !!

Va y avoir du plaisir !!

Gouelioù Breizh

1, straed ar Post - 22700 PERROZ-GIREG - Pgz /Plr : 02.96.49.08.92 - www.gouelioubreizh.com


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.