Baleadeg d'ar 16 a viz Meurzh er Chapel Huelin

Agenda publié le 11/03/13 18:56 dans Langues de Bretagne par Ronan Herve pour Ronan Herve
https://abp.bzh/thumbs/29/29358/29358_1.jpg
Baleadeg e Tarvieg e miz Genver 2013

Ingal e vez kinniget baleadegoù e brezhoneg gant Kentelioù an Noz Gwinieg. Ar wezh-mañ e vo ar valeadeg er Chapel-Huelin.

Evit ar valeadeg-se, hini an nevez-amzer, e vo an emgav dirak iliz ar Chapel-Huelin. Kontet e vo istor ar gumun. Da c'houde ez imp da stalier daou gizeller, Sylviane ha Bilal, brudet evit bezañ kizellet delwenn «Héloïse hag Abeilar» er Palez. Kerzhout ar raimp betek forn Montru e-kichen gwernioù Goulen, hag a zo ul lec'h naturel deus ar c'hentañ ha piknikañ ar raimp war al lec'h e fin ar bourmenadeg. Degasit ho poued!

Digoust ha digor d'an holl. Troet e galleg. Enskrivadur ebet.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?