Brezhoneg e Lannuon : poent eo cheñch tizh !

Communiqué de presse publié le 9/03/13 0:06 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:2
https://abp.bzh/thumbs/29/29312/29312_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/29/29312/29312_2.jpg

Hirie he deus kinniget kevrenn Ai'ta ! Treger un oberenn nevez e kreiz-kêr Lannuon : distaliañ an holl banelloù “takad 30” bet staliet gant an ti-kêr warlene. Petra 'zo kaoz, 'mut-hu ? Divrezhonek int tout, daoust d'ar pezh a oa bet sinet gant ar gumun er garta “Ya d'ar brezhoneg” ha d'ar pezh en devoa lâret an aotrou maer dimp, pa oamp en em gavet gantañ e miz Gouere 2012, da heul ur prantad eskemmoù tenn dre ar mediaoù. Meur a lizher a oa bet kaset d'an ti-kêr dibaoe an emvod-se, met chomet int holl direspont ! Setu perak e felle da dud Ai'ta ! degas soñj deus an holl draoù-se d'an dilennidi… met war an dachenn, ar wech-mañ.

Un daouzek panell bennaket a zo bet degaset en-dro d'an ti-kêr neuze, ha profet ur banell vrav en eskemm dezhe. « Brezhoneg d'an daoulamm » a zo skrivet war homañ, gant skeudenn ur c'harr-nij. Kar brav eo staliañ ur banell divyezhek gwech ha gwech all, met pell 'mañ Yann Vrezhoneger diouzh e gazeg memestra ! Ur wir bolitikerezh evit ar yezh an hini a c'houlennomp groñs digant dilennidi Lannuon, ha da gentañ :

- tapout label 2 ar garta « Ya d'ar brezhoneg », evel ma oa bet prometet en 2006 (ha gortoz a reomp c'hoazh e vije doujet deus ar pezh a oa bet sinet !)

- kas ar brezhoneg war-raok en holl doareoù-kelaouiñ ofisiel (pennadoù-skrid e kelaouenn an ti-kêr ; treiñ an titouroù embannet gant ar panelloù-niverel ; bruderezhioù ha folennoù-nij en div yezh…)

- sevel ur greizenn-dudi e brezhoneg (evel 'zo bet graet e kêrioù all deus ar vro) evit kinnig a-bep seurt abadennoù, d'ar merc'her hag e-pad ar vakañsoù, d'an holl vugale hag a zesk brezhoneg e skolioù Lannuon ha tro-war-dro…

Thierry Gallen, penn-rener ar servijoù, en deus asuret dimp e vefe kadarnaet live 2 ar garta dizale… gortoz pell, gortoz gwell ! Memestra e chomfomp war evezh bras en Lannuon, e-lec'h m'emañ o chom un toullad mat ac'hanomp. Evit ar pezh a sell deus al lec'hioù all e vroudomp an holl dud tomm ouzh ar brezhoneg da c'houlenn kontoù digant o dilennidi : goulenn groñs gante kas ar brezhoneg war-raok e buhez foran o c'humun… ha neket sinañ ar garta peogwir e ra chik er mediaoù ha chom hep ober mann ebet da c'houde, peotramant an traoù aesetañ tout ha mat pell 'zo !


Vos commentaires :
Samedi 27 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.