STAJ C'HOARIVA : Gwelaat e yezh en ur c'hoari margodennoù

Agenda publié le 4/03/13 12:31 dans Cultures par Kevredad C'Hoariva pour Kevredad C'Hoariva
https://abp.bzh/thumbs/29/29266/29266_1.jpg

D'ar 16 ha 17 a viz Meurzh 2013 e Ty Theâtre Gouesnac'h

Digor d'an holl, komedianed, d'ar re o deus c'hoant dizoleiñ ar c'hoariva pe o deus ezhomm komz dirak tud.

Stummer : Jean-Claude LE RUYET

EVIT PIV ? D'an holl re o deus c'hoant gwellaat o brezhoneg evit c'hoari war ul leurenn pe evit komz dirak an dud ha dizoloiñ war an dro bed marvailhus ar margodennoù.

PAL : Deskiñ ober gant margodennoù. Implijout margodennoù evel ur benveg pedagogel a-benn gwellaat e yezh a-fed distagadur ha pouez-mouezh. Sevel sketchoù a-unan pe a-stroll gant margodennoù.

Taolit evezh : Gallout a ra pep stajiad dont gant ar margodennoù a blij dezhañ.

Tu a vo da chom da gousket

Priz : etre 35 (dilabour, studier) ha 45 ¤ an dibenn-sizhun

+ skodenn ar gevredigezh : 10¤

LAKAAT HO ANV HA TITOUROÚ

choarivabrezhonek@gmail.com

06 38 78 35 15

Staj aozet gant ar gevredigezh C'hoariva - www.teatr-brezhonek.org


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 4 ?