Burtul war al leurenn : startijenn ha souezhadennoù

Communiqué de presse publié le 4/03/13 0:29 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/29/29261/29261_1.jpg
strollad Burtul
burtukmlkkerne.mp4

Tapet an taol lans e 2012 ganto, kenderc'hel a ra ar strollad Burtul e hent gant un doare metal da senin ... ha da vezan.

Burtul : an daou vreur gitarour Alberts, Aleksandr ar c'haner ha Quentin, gant Feydia o skein war an taboulinoù. Doare metal da senin, mennozhioù drol war al leurenn : louarn plouz, bleunioù hortensia an tad kozh, skeudennoù iliz, ha... ur pesk bras, debret un tamm gant Aleksandr goude bezan sonet gitar.

Diaes da gompren ar brezhoneg a vez implijet, koulskoude e skriv kalzig ar c'haner. Huchal a ra an tri, evel e huche Kaou gant Gimol Dru Band, koulskoude e oa brav ar c'homzoù ur wech lennet anezho war baper ...

Dic'hortoz an abadenn, leun a startijenn an tri c'homper. Un doare nevez da senin, ur meskaj etre c'hoariva ha sonerezh. Gant ma vo komzoù aesoc'h da gompren gante, ha leurennioù e leizh o tegemer anezho gant o fent eil derez ...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 7 ?