Skrivagnerien evit ar yaouankiz, ho skridoù, mar plij !

Communiqué de presse publié le 25/02/13 22:58 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/29/29209/29209_1.jpg

Abaoe 10 vloaz e vez aozet gant ar gevredigezh fea ur c'honkour anvet «Priz ar Yaouankiz» evit ar re vras (kentan hag eil derez) ha «Priz ar Vugale» evit ar re a oar lenn er c'hentan derez.

Penaos kemer perzh ? Sevel ur skrid 40 000 sin (ur romant pe un dastumad danevelloù) evit ar re vras hag ur skrid 12 000 sin evit ar re vihan (skrivet e kentan gour, gant un dudenn pennan a oad gant bugale fin kelc'hiad III). Ur wech skrivet, difazian ar muian posubl, gant adlennerien strizh, da c'houde kas d'ar chomlec'h afea@laposte.net a-raok distro-skol vakansoù Pask. Bodet e vo ur juri penn kentan miz Even. Ur juri dishenvel bep bloaz, gant lennerien yaouank ha kozh, plijet gant al lenn hag al lennegezh evit ar yaouankiz.

Goude e vo embannet gant Keit Vimp bev :

- pevar levrig evit ar re vihan (Priz ar Vugale)

- tri levr evit ar re a zo e 6vet/4re

- tri levr evit ar re a zo e 3de/lise

Da vezan prest evit an distro-skol 2013/2014.

Evit kaout muioc'h a ditouroù : 06 79 14 96 87

Ar re a zo lennet gant ar re yaouank e bloavezh 2012/2013:

Priz ar vugale

«Un hunvre aet da wir», Jakez-Erwan Mouton

«Deomp slowly», Pierre-Emmanuel Marais

«Gad Nenenn», Fanny Chauffin

«Ar voest» Olier Biguet

Priz ar Yaouankiz Trede/Lise

«Eus ur steredenn d'eben», Paol ar Meur

«Daou dre gant», Milena Krebs

«Chase Vaeleg», Umran Asovar

Priz ar Yaouankiz 6vet/Pevare

«Kevrin an Enezenn», Mai Ewen

«Marvet war vor», Yann Bijer

«Bro gozh Mamadou», Paskal Hervio


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 6 ?