Mozilla a ginnig Firefox 19

Communiqué de presse publié le 23/02/13 12:21 dans Media et Internet par Denis Arnaud pour Denis Arnaud
https://abp.bzh/thumbs/29/29187/29187_1.png

Internet d'an 19 a viz C'hwevrer 2013. Mozilla a ginnig Firefox 19. Heuliañ a ra an diazezadenn he frammad amzer evit kinnig handelvoù stabil d'an arveriaded.

Gant enkorfadur PDF.js, ul lennerez restroù mod PDF e JavaScript hag e HTML5 ez a an handelv-mañ da vezañ divoutin.

Dre skor PDF.js e vez skrammet ar restroù mod PDF gant ur berzhded heñvel ouzh hini Adobe Reader. An hevelep arc'hwelioù ez eus gant al lennerez nevez (pajenn war-lerc'h, pajenn gent, klask, ussked ar gerioù kavet, zoum, hag all).

Hervez ijinourion Mozilla e vez pellgarget diarvar ha skrammet buan ar restroù.

Evit paotred an diorren :

- an diveugerez zo barrek da baoueziñ war un nemedenn

- ar penel web a-bell (Remote Web Console) a c'hall bezañ kennasket ouzh Firefox war Android pe Firefox OS

- ereoù mod CSS ar penel web en em zigor e-barzh embanner ar stiloù

- un diveugerez ez eus bremañ evit an dud a grou askouezhioù


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 5 ?