Tud vras, roit skoaz da re vihan a zalc’h ar yezh en he sav !

Communiqué de presse publié le 22/02/13 20:12 dans Langues de Bretagne par Bertrand Deléon pour Bertrand Deléon
https://abp.bzh/thumbs/29/29181/29181_1.jpg

Da-heul nac'h Vannes Agglo, tolpad kêrioù Gwened, arc'hantañ an devezh dudi e brezhoneg kinniget da zaou-ugent bugel eus an teir hentenn skol vrezhonek divyezhek pe dre soubidigezh (skolioù Diwan, publik pe brevez) e kaso ar gevredigezh Bemdez ar raktres da benn.

Evit-se emaomp o tont davedoc'h a-benn seveniñ ar raktres-se betek penn, m'emañ engouestlet meur a zen a youl vat ha kevredigezhioù.

Kement sammad arc'hant kaset, ken dister e vefe anezhañ, a roo tu d'ar vugale diorren en hor yezh e-kerzh an devezh-se.

Ho trugarekaat a reomp ho kenskoazell evit hor bro.

Pep road zo da vezañ lakaet war anv Bemdez ha kaset da :

Bemdez

Ti ar C'hevredigezhioù (Maison des Associations)

6 straed ar Govuerezh (rue de la Tannerie)

56 000 GWENED


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 8 ?