Azvent: ur romant nevez gant Mich Beyer

Présentation de livre publié le 13/02/13 9:57 dans Langues de Bretagne par Anne-Sophie Leborgne pour An Alarc'h
t:1
https://abp.bzh/thumbs/29/29074/29074_1.jpg

Er bloavezh 1675 e varvas Sebastian a Gerwern en e ugent vloaz, toullgofet gant soudarded ar roue. Un tregont vloaz war-lerc'h eo mennet e dad, ar markiz Laorañs, erru gant e amzer diwezhañ, da urzhiañ un delwenn evit e chapel hag a ziskouezfe merzherinti sant Sebastian. Tonket ar marc'had gant Yann Rozago, munuzer Lanroz, ha diwar neuze e ranko ar c'hizeller heuliañ levr e blanedenn.

Mich Beyer, genidik eus Arvor Kerne, a zo anavezet mat evit he romantoù hag he danevelloù e brezhoneg. Da geñver 10vet deiz-ha-bloaz embannadurioù an Alarc'h e kinnig Mich Beyer dimp he c'hwec'hvet romant, Azvent. Un istor a c'hoarvez en amzer dremenet ar wech-mañ.

178 p. ; 12 x 19 cm ; 11 ¤ ; ISBN: 978-2-916835-47-1

Skignet gant An Alarc'h embannadurioù


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024
Keloù mat!

Ur blijadur eo bezañ ambrouget a lec'h da lec'h pe a vare da vare gant levrioù Mich Beyer.

0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.