Emglev An Tiegezhioù & Lezenn T'obéiras : emgav e Pariz

Appel publié le 12/02/13 12:12 dans Société par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod

58 % eus an dud e Frañs a sav a-enep danvez-lezenn Taubira hervez sontadeg VITA.

N’int ket evit aotren d’ar pared heñvel o rev advabañ bugale.

Emglev An Tiegezhioù a c’halv ar vrezhonegerion d’an em gavout e Pariz evit manifestiñ o eneberezh a-gevret gant ar Vretoned a zeuio eus Breizh (war-dro 120 karr-boutin), hag e brezhoneg. En engroez a gantmiladoù a dud e vo klasket bodañ ar vinaouerion da seniñ “Kan-bale Kadoudal”.

Emgav : etre Koad Boulogne hag ar Sablons e vo parket karr-boutin EAT (hezoug 06 95 64 13 72).

Hor banniel a vo uhel-mat (5metrad) a-us d’an dud, gant banniel ar Vatikan (Gwenn ha melen) dindan hor Gwenn-ha-du.

Skritelloù brezhoneg a vo dasparzhet d’an dud.

Doue da viro ouzh ensavadur an Tiegezh, gwall-zisteraet gant al lezennoù gall dija, da vezañ pulluc’het gant an danvez-lezenn-se.

Manifestiñ a raio EAT da gentañ evit ar vugale da zont a vo ganet lod anezho a youl gaer o nac’h outo ar gwir da anavezout o gwir zad pe o gwir vamm.

Aozet e oa bet gant Emglev An Tiegezhioù ur c'harr-boutin evit diskeladeg vras an 13 a viz Genver 2013 (voir le site) ; hini ar sul 24 a vo kenkoulz ha moarvat brasoc'h c'hoazh diouzh ma c'heller barn gant diarbennoù bras-tre en deus kemeret Prefed Pariz (voir le site)

(voir le site)