il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /2899.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Un nebeud sizhunvezhioù zo, renerez Ti ANPE Brest-Siam e oa bet kaoz diouti peogwir he doa nac’het embann div gemennadenn labour bet savet e galleg hag e brezhoneg. Diwan en doa kaset an div destenn divyezhek-se peogwir e ranke an dud bezañ brezhonegerien anezhe evit gellout kaout ar plasoù labour-se. Da heul seurt kunujennoù hag an doareoù dismegañsus-se, Unvaniezh Demokratel Breizh he doa aozet ur vanifestadeg d’an 28 a viz Here dirak Ti ANPE Brest-Siam.

Ha sed-aze, d’e dro, rener Ti ANPE Brest-Observatoire da nac’h, embann ur gemennadenn divyezhek a-berzh Arvorig FM, pa fell d’ar radio-se kaout daou animatour brezhoneger hanter-amzer.

Dalc’hmat ar memes arguzennoù toull gante o kemer harp war al lezennoù ( rann 2 ar vonreizh, lezenn Toubon). Diboell eo penn-da-benn. Ar c’hemennadennoù-se a zo diouzh al lezenn. Bez e c’hellont bezañ komprenet gant an holl peogwir int divyezhek. Ma ranker diouzh al lezennoù-se sevel ar c’hemennadennoù e galleg, ne verzont ket implij ur yezh all estreget ar galleg.

Gall’ a raer lenn ivez, e testenn lezenn n° 94-665 ar 4 a viz Eost 1994 a denn da implij ar galleg (lezenn Toubon anezhi), en e rann 21 : « Diferadurioù al lezenn-mañ a zo lakaet e pleustr hep ober gaou d’al lezennadur ha d’ar reolennaoueg a denn d’ar yezhoù rannvro ha ne savont ket a-enep d’o implij ».

Gant un tamm fent e verzomp Tier Brest an ANPE o vont re bell ganti da lakaat e pleustr al lezenn pa vez kaoz eus ar brezhoneg hag e-keit-se an ANPE dre-vras bezañ laosk-tre e keñver al lezenn pa vez kaoz eus ar saozneg. Embann a ra kemennadennoù labour savet e soazneg holl, war-bouez nebeut, kuit a droidigezh e galleg, Dav eo prouiñ ? Sellet ouzh an div gemennedenn kevret. An doare-se d’ober a zo maez al lezenn penn-da-benn, un torfed anat d’al lezenn « Toubon », he fal kentañ dezhi eo stourm a-enep « donidigezh drastus » ar saozneg.

UDB a soñj dezhi eo mantrus enebiezh ANPE Brest a-enep implij ar brezhoneg er c’hemennadennoù labour. Un implijer a fell dezhañ tuta ur brezhoneger e Breizh o tennañ gounit eus ar brezhoneg ouzhpenn ar galleg ne c’hellfe ket en ober ! Ar bed o treiñ da fall eo ? Anat deoc’h, UDB a ranko mont en-dro war an dachenn ma ne ya ket war wellat doareoù an ANPE en deizioù o tont.

Herve Ar Gall, Mouezh UDB evit ar brezhoneg (hele-gall@wanadoo.fr; 02 96 24 25 09)

Ronan Divard, Mouezh UDB (ronan.divard@wanadoo.fr; 02 98 07 01 32, 06 32 29 30 84)

UNION DEMOCRATIQUE BRETONNE – UNVANIEZH DEMOKRATEL BREIZH BP 80 722 – 44007 NANTES / NAONED Cedex 01; udbbzh@voila.fr


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.