Daou strollad rock : Dihuner ha Trouz an noz

Compte rendu publié le 3/02/13 11:34 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
tkrockarzano.mp4

Ar rock e Breizh : strollad nevez er vro ha strollad gwelloc'h-gwellañ oc'h implij video, violoñs hag un nerzh divent

Deuet e oant d'an abadenn rock «dizalc'h hag emren» aozet gant festival Taol Kurun e sal kumun vihan an Arzhanaou. Tud o tont eus Brest, An Oriant, ha tud ar vro souezhet da welout kement a dud.

Tud kozh un tammig nec'het, dreist-holl da vintin o welout paotred ha merc'hed chomet da gousket war al lec'h e kamionoù kozh hag en otoioù chomet stanket er pri...

War al leurenn, gitar tredan ha mouezhioù o huchal. Dihuner a zo ganet nevez ' zo e bro an Oriant gant Ronan ar Meur, gitarour hag aozour war an dro : «tizhet ar pal» emezañ, kontant da welout kement a dud, da vezañ graet bruderezh war Internet, gant flyers lakaet en tavarnioù, goude bezañ cheñchet plas al leurenn ha labouret kalzig ....

Boazet int da bediñ mignoned a stourm evit Kernitron al Lann, an anarkourien, ar re yaouank a glask cheñch penn d'ar vazh en ur gevredigezh ne laosk ket kalz intrudu dezho.

Evit Trouz an Noz avat, deus bro Dreger, atav an hevelep nerzh war al leurenn. Rock solud evel ar maen, brezhoneger ha labourer bio gitarour/kaner ar strollad. Hag er sal e-kichen, levrioù, pladennoù, peadra da vouetañ ar stourm goude an abadenn.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 7 ?