Frankiz : evit ma vefe kontet stourm ar pobloù bihan war al leurenn

Compte rendu publié le 2/02/13 13:50 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Festival Taol Kurun
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28950/28950_1.jpg
frankizu.mp4

Maouezed o c'hortoz distro o mibien : ar memes istor en holl vroioù. Kregiñ a ra ar pezh-c'hoari gant ur paotr yaouank o vont da Aljeria da vrezeliñ hag echuiñ a ra gant an hevelep paotr, distrujet e yaouankiz hag e raktres dimeziñ ha, evel ma plij da C'houlc'han Kervella ober, graet tro istor Bro-C'hall.

Pegoulz e oa bet krog Bro-C'hall da aloubiñ broioù pell ? Diwar beseurt abegoù ?

Gwelet a reer politikourien an deirvet Republik o tabutal war gevredi sevenaat (“mission civilisatrice”) Bro-C'hall. Ha miliadoù a dud gwallgaset, jahinet, laeret dezho o sevenadur hag o yezh da heul. Pobl Vreizh eo Nicole ar Vourc'h, gant he zog belouz hag he bragoù bras : ne vefe ket istor pobl Vreizh heñvel-poch ouzh hini holl bobloù ar bed n'eo ket bet laosket dezho o yezh nag o feoc'h ?

Pelloc'h eget an tabut war an aloubiñ ez a ar pezh : evel ur mezeg, pe ur beleg, e klask al leurennier dispakañ diaouled diabarzh ar Vretoned war al leurenn. Gant “Alje 57” en deus bet graet Pierre Emmanuel Marais un tammig ar memes tra : poent eo lavarout pegen gloazet ’oa bet ar re yaouank goude bezañ bet o vrezeliñ en Aljeria.

Testennoù Zavier Grall, Anjel Jacq, zo lavaret brav war al leurenn. Hag Yvon Etienne a zibun ar fedoù gwir gant mouezh ur c'hazetenner deus ar bloavezhioù 1950 : an niver a dud lazhet ha jahinet, an niver a dud o deus bet gouzañvet hag a vez o c'houzañv c'hoazh… evit gounid un dornad tud aet da rastellat arc'hant en Aljeria, d'ober taolioù arnod nukleel en dezerzh, da zastum riz, kotoñs ha pinvidegezhioù all dindan an douar.

Fromus ar pezh ha fromet an dud. Goude “Yerma”, bet c'hoariet disul paseet, un drajedienn ouzhpenn. Evel pa vefe ret deomp bevañ traoù kriz, chom hep disoñjal ar pezh a zo hag ar pezh a zo bet.

Gourc'hemennoù da Strollad ar Vro Bagan, a oar ober gant teknikoù a bep seurt (video, maskloù, margodennoù…) ha leurenniañ komedianed a bep seurt oadoù, a youl-vat hag a-vicher, evit ma gomprenfe an dud o istor. Un istor na vez ket kontet el levrioù skol nag er mediaoù, siwazh.

“Frankiz”, Strollad ar Vro bagan, e brezhoneg hag e galleg

www.arvrobagan.fr


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.