PANELLOU AN HENT BRAS DISTALIET GANT AI'TA ! E KEMPER

Dépêche publié le 28/01/13 21:37 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:2
https://abp.bzh/thumbs/28/28915/28915_1.jpg
https://abp.bzh/thumbs/28/28915/28915_2.jpg

Difennet eo ar brezhoneg war an hentoù-bras, e-lec'h ma dremen ar muiañ a dud bemdez. Derc'hel a ra ar Stad da staliañ panelloù e galleg nemetken, nepell diouzh panelloù en div yezh staliet gant strollegezhioù lec'hel. Peseurt poell ? E 2008 e oa bet kemmet Bonreizh ar Republik o lâret e oa “an holl yezhoù rannvro un tamm deus glad ar Frañs“. Abalamour da betra ne vefe ket tu da gaout brezhoneg war hon hentoù-bras ivez ? Pignat gant ur skeul, diskrougañ ar panelloù ha laoskel anezhe e traoñ ar postoù war al leur a dalvezo an dra-mañ : « Ni, brezhonegerien, hon eus gwir da welet, da glevet ha da implijout hor yezh e pep lec'h er vuhez foran. N'eus ket brezhoneg war ar panelloù-se ? Neuze ne c'houllomp ket anezhe ! »

Setu ar pezh a oa degaset da soñj da bennoù bras ar Stad disadorn beure, pa voe distaliet un ugent bennak a banelloù nevez gant paotred ha merc'hed Ai'ta ! e kroazhent-tro al Loc'h e Kemper. Da c'houde voent kaset war-droad betek ar prefeti, evit berniañ anezhe asambles gant ar re laosket war hon lerc'h d'ar 31añ a viz Meurzh 2012. Ha kement hag ober e oa bet profet unan da vBernard Poignant hag a oa o lidañ ar bloavezh nevez en ti-kêr, koulz hag unan all da bPierre Maille dirak ar c'huzul departamant. Dezhe da vont da adstaliañ anezhe bremañ ma fell dezhe !


Vos commentaires :
Mardi 30 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.