Respont Div Yezh Breizh da gomzoù Pierre Maille

Communiqué de presse publié le 28/01/13 14:37 dans Langues de Bretagne par David Redouté pour David Redouté

E Ouest-France ar 5/01/2013, Pierre Maille, prezidant kuzul-meur Penn-ar-Bed zo aterset diwar-benn ar brezhoneg. Embann a ra n'eus ket keloù a ober anezhañ ur yezh voas, re a arc'hant a vefe ezhomm. A-bouez eo da Ziv Yezh Breizh, kevredigezh tud skolidi evit ar c'helenn brezhoneg er skolioù publik, lavaret he soñj diwar-benn ar c'homzoù-se.

N'emaomp ket a-du gant dielfennadur Pierre Maille. Soñjal a ra deomp ne vez lakaet kement-se a arc'hant e-keñver raktresoù all a-leizh, hag e talvez ar boan en ober. Mar lakaomp ar gaoz war ar c'helenn divyezhek, da skouer, sujed a sell ouzhimp war-eeun hag a anavezomp mat, ne goust ket keroc'h enfredañ tud divyezhek : ur GWATASM pe ur c'helenner divyezhek ne goust ket keroc'h eget unan all, hag an doareoù degemer en hentad divyezhek zo heñvel ouzh re an hentad unyezhek. N'eus ken nemet reiñ un taol skoaz eta en ur stummañ ar re a labour gant bugale vihan pe er skolioù evit lieskementiñ an niver a zanvez brezhonegerien. Gant ar barregezhioù doubl-se e c'hall ar re zivyezhek, hep na gouste keroc'h, labourat en holl bostoù, ar pezh n'eo ket gwir gant tud hag a gomz galleg hepken.

Evit ar media, bras eo ar c'hellidsteuñv gant ar c'hleweled publik, n'eus ket anv a greskiñ an arc'hant dezho, dispign anezho gwelloc'h avat, kemm an doare d'ober, da skouer, en ur sevel ur gwir skinwel rannvro.

Ne zere ket arguzenn an arc'hant hervezomp. Evit ar pezh a sell ouzh barregezhioù ar c'huzul-meur (pa n'emañ ket e-karg war-eeun eus ar c'helenn), strivoù a c'hallfe bezañ graet ha diskoulmoù kavet evit kreñvaat poloù skolajoù publik an departamant, ha dre-se reiñ an tu d'un niver brasañ a skolidi da vont eus ar c'hentañ derez divyezhek d'o c'hevrenn zivyezhek e skolaj o zolead, hep na savfe kudenn ebet e-keñver aozadur, dafar pe arc'hant d'an tiegezhioù. Gallout a rafed kinnig adkempenn kartenn ar skolajoù divyezhek en ur veskañ nested ha treuzdougen, hag ur bleiner e tle ar c'huzul-meur bezañ gant an dra-se.

Ezhomm en deus ar brezhoneg, e Penn-ar-Bed, evel en departamantoù all, eus dilennidi youl-sevel ganto mui eget ur yezh dister evit ar mirdioù. Gwelet a reomp mat penaos, gant ma talc'ho ar Stad, ar strollegezhioù tiriadel, ar c'hevredigezhioù hag an holl Vretoned, da strivañ e c'hallo ar brezhoneg bezañ adpiaouet, lakaet da badout ha da vevañ evel yezh voaz. Ha ma ne zeu ket an disoc'hoù gortozet gant ar politikerezh renet gant ar c'huzul-meur er mare-mañ, arabat eo deomp menel gant an dro-wenn o soñjal n'eus netra d'ober, en eneb, ret eo mont a-benn-kaer, cheñch penn d'ar politikerezh, arnodiñ traoù nevez. Pep keodedour zo en e wir o c'hortoz kemend-all eus un dilennad. Rannvro Breizh a ziskouez kas he folitikerezh war an hent mat e-keñver ar brezhoneg, hag a-unan ez a kuzul-meur Penn-ar-Bed evit meur a ziarbenn roet lañs dezho gant ar rannvro (yalc'hadoù evit ar studierien e-soñj mont da gelenner brezhoneg, brudañ an divyezhegezh abred...). Disoc'hoù mat zo : 2932 skoliad en hentad divyezhek publik (6654 en tri rouedad kelenn divyezhek) en distro-skol diwezhañ e Penn-ar-Bed. Kreskiñ a ra ar sifr-se bep bloaz, en distro-skol diwezhañ ez eus bet digoret 4 hentad publik nevez en departamant, an niver a dud a c'hallfe bezañ degemeret e kenstrivadeg arbennik ar c'helenn divyezhek a ya war-gresk... Kement-se a laka anat e teu ar strivoù da vad ha delc'her zo d'ober gant ar memes hent evit saveteiñ ar brezhoneg.

Ne c'haller ket soñjal lakaat ar brezhoneg da badout evel un tamm eus ar glad hep ober ur yezh voaz anezhañ. Er c'hontrol eus ur mad beveziñ ez a ur yezh war fallaat ma ne reer ket ganti, seul vui a vez graet ganti avat seul yac'hoc'h eo. Tomm-mat eo ar Vretoned ha Pennarbediz dreist-holl ouzh o yezh, ur fazi bras e vefe bezañ digaz outi.


Vos commentaires :
Dewi Siberil
Vendredi 27 décembre 2024
Trugarez :)

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 5 ?