Aet eo Kristian Brisson da Anaon

Communiqué de presse publié le 26/01/13 19:48 dans Nécrologie par Gwilmod Tepod pour EAT
t:0

D'ar 25 a viz Genver 2013 eo aet Kristian Brisson da Anaon d'an oad a 85 bloaz.

Skrivagner puilh a-walc'h e veze goulennet alies outañ reizhañ skridoù a-bep seurt, evit Ti ar Skolioù Brezhoneg da skouer.

Ar brezhoneg a oa yezh an tiegezh bet savet gant e wreg Marcelle d'ur mare ma oa rouez an dra-se e Plougastell.

Ezel feal eus Emglev An Tiegezhioù, kristen gredus, en doa kemeret ur perzh bras e Bleun-Brug Penn-ar-Bed. E 1984 oa bet gant e wreg hag e vamm-gaer o tiazezañ kumuniezh katolik vrezhonek "Minihi Levenez" e Trelevenez.

Pediñ a ra EAT e izili da vont da gemer perzh e en obidoù a vo lidet d'ar Meurzh 29 da zek eur e iliz-parrez Plougastell pe d'en em unaniñ a galon gant e dud ha gant familh vras ar vrezhonegerien.

--

(voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024
Kejet em boa gant Kristian pa oa bet goulennet ganin sevel poelladennoù kompren e romant bihan gouestlet d'ar grennarded divyhezek «Rouzig ar gwiñver». Un den sioul hag hegarat n'on ket prest da ankouaat. Kenavo Kristian.
Serj RICHARD
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.