MANIFESTADEG EVIT UR CHADENN DELE PUBLIK DIVYEZHEK !

Communiqué de presse publié le 25/01/13 19:59 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28895/28895_1.jpg

Manifestadeg d'an 9 a viz C'Hwevrer 2013

evit un tele publik divyezhek evit ar Vretoned

Emgav da 3 eur g.k. dirak burevioù Frañs 3

e Brest, Naoned ha Roazhon

« Ur chadennad tud evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek evit Breizh... evel e Korsika ! »

Emañ ar raktres lezenn diwar-benn an digreizennañ o vezañ savet tamm-ha-tamm. Ac'hann da fin miz C'Hwevrer e tivizo renerezh Frañs 3, Kuzul Rannvro Breizh hag ar Stad peseurt dazont a vo d'ar c'hleweled er servij publik. Bezañ ez eus tud e Breizh o sevel o mouezhioù evit goulenn groñs ur gwir chadenn dele bublik divyezhek, war skwer Via Stella e Korsika. Gant houmañ, bet savet e 2006, e vez skignet abadennoù a-bep seurt hag a denn da vuhez tud bro Gorsika ha d'o sevenadur. Ma 'z eo bet graet kement-mañ evit 300 000 a Gorsiz, perak ne vefe ket tu d'en ober evit ar 4,5 million a Vretoned, evit brasañ mad hor bro hag an dud a zo o chom enni ?

Evit ar brezhoneg eo un digarez dibar da wellaat plas hor yezh er skinwel, ken dister ma chom an traoù betek-hen (1e30 a abadennoù bep sizhun, ha c'hoazh ne vezont ket skignet e Liger-Atlantel ken abaoe 2002... da lakaat e-kichen ar 168 eurvezh a euskareg hag a gatalaneg skignet bep sizhun, pe c'hoazh ar 36 eurvezh a gembraeg, peotramant an 28 eurvezh a gorseg !) Un tu a vefe ivez da reiñ ur plas d'ar gallaoueg.

Arabat deomp c'hwitout war ar c'hammed nevez-mañ a vo war hent an digreizennañ. Ret eo deomp profitañ deus an degouezh evit gounit ur benveg modern hag a-bouez-ruz evit dazont ar brezhoneg, evit kelaouiñ ha reiñ ar gomz d'ar gevredigezh vreizhek war gement tachenn a zo, sokial, sevenadurel, ekonomikel, politikel war pemp departamant Breizh. Ur pezh pazenn war-raok a vefe graet gant ar chadenn skinwel-se, o kenlabourat gant an teleoù lec'hel, ar broduerien hag ar mediaoù all. Hiziv eo posubl tapet anezhi. Deomp-ni, Bretoned, d'en em vodañ ha da ziskouez hon nerzh evit bezañ trec'h !

Berzh o doa graet manifestadeg Deomp De'i e miz meurzh 2012 e Kemper evit difenn hor yezhoù hag hor sevenadur, gant 12 000 a dud, ha hini Montroulez gant 2 000 a dud e miz Kerzu evit goulenn an adunvaniñ ha muioc'h a zemokratelezh e Breizh. Fellout a ra deomp derc'hel ganti ha kreskiñ al luskad-se, o vodañ ar muiañ posubl a dud er vanifestadeg da zont, an holl sitoained, dilennidi, kevredigezhioù, sindikadoù, strolladoù politik, a gompren pegen pouezus eo ar benveg-mañ evit hor yezh hag evit Breizh... setu hor pal. Bezomp niverus-niverus o skignañ ar galv-mañ hag o kemer perzh er chadennad tud a vo e Brest, Naoned ha Roazhon d'an 9 a viz C'Hwevrer !

Kevredad evit ur skinwel breizhek :

Ai'ta ! - Kevre Breizh - 44=BZH – Breizh Unvan

Darempred an aozadur : ai.ta.breizh@gmail.com

Brest (06 31 18 17 71) - Naoned (06 12 30 67 15) - Roazhon (06 59 31 38 63)

Kevre Breizh : (voir le site) (02 98 73 20 58)


Vos commentaires :
Samedi 27 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.