Obidoù Jean-Christophe Cassard : prezegenn gant Paolig Combot

Discours publié le 16/01/13 19:00 dans Nécrologie par Jean-René Le Quéau pour Jean-René Le Quéau
https://abp.bzh/thumbs/28/28822/28822_1.jpg
Naoned d’an 23 a viz Mae 2007. Kinnig a rae Jean-Christophe Cassard e levrioù nevez embannet. Prezegenn aozet gant ar gevredigezh Bretagne Plus.

Da-genver obidoù istorian Vreizhad Jean-Christophe Cassard, (voir notre article) hag (voir notre article), hag a oa bet degouezhet e Lokireg d'an 12 a viz Genver, setu ar prezegenn gant Paolig Combot, prezidant  Ar Falz / Skol Vreizh.


Jean-Christophe, mignon kaezh

Un nebeud gerioù e brezhoneg, peogwir e oas ezel euz Ar Falz / Skol Vreizh abaoe 37 vloaz, eveldon-me, ha peogwir ez out bet, da vuhez-pad, un den kar-e-vro ha kar-e-yezh.

Pemzektez zo hon doa kollet ur mignon all, Albert Boché (voir notre article) hag (voir notre article) e galleg, ur mailh heb e bar war ar brezhoneg.

Hiriw e kollomp ac'hanout, Jean-Christophe, te hag a zo bet un mailh heb e bar war istor Breizh : daou Vreizhad a ouenn vad o paouez kuitaat ac'hanomp. Pebezh koll evidomp, evid ar Vretoned, evid an denelezh en he fezh !

Evel klasker ha kelenner, 't eus labouret a-hed da vuhez war istor ar Grenn Amzer, heni hon bro, med ivez heni bro-C'hall : gouestlet e oa da levr diwezhañ da istor ar rouanez kapesian (1) ; anavezet e oa da varregezh gant an oll : studierien, kelennerien, lennerien.

Evel stourmer, 't eus klasket lakaat da dremenn ha da anavezout un tamm euz 'pezh a ouiez war-du ar Vretoned hag ar re a gar hon bro, un deg bennag a levrioù embannet gant Skol Vreizh pe e lec'h all, heb kontañ ar pennadoù 't eus savet a vil-vern, embannet amañ hag a-hont (un 60 bennag evid Geriadur istor Breizh (2) paneve ken).

Evel den, ez eo bet plijus-kenañ labourat ganit, ken digor ha ken speredeg e oas, med ivez ken resis ha ken lemm da spered.

Trugarez vraz dit, Jean-Christophe, evid toud ar pezh 't eus degaset d'ar Vretoned ha d'ar re all.

Kenavo eta d'ar bed all, ma 'z eus unan.

Ra vo skañv dit douar Breizh !


Paolig Combot, prezidant Ar Falz / Skol Vreizh


E galleg e gomzas da c'houde Jean-René Le Quéau, rener embannadurioù Skol Vreizh (voir notre article)


(1) Istor ar rouanez kapesian : embannadurioù Belin e galleg. Da welout er roll al levrioù ha pennadoù (levrlennadur) skrivet gant J.-C. Cassard. Roll da zont...

(2) Geriadur istor Breizh : Dictionnaire d’histoire de Bretagne e galleg : (voir le site) : pajenn al levr war lec’hienn Skol Vreizh.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?