10 vet troiad filmoù-bevaat e brezhoneg

Revue de film publié le 16/01/13 13:03 dans Cultures par Elen RUBIN pour Daoulagad Breizh
t:2
https://abp.bzh/thumbs/28/28820/28820_1.jpg
Skritell Ar Groufalo
https://abp.bzh/thumbs/28/28820/28820_2.jpg
Skritell Arrietty

E miz Genver e vo roet lañs d'an dekvet troiad filmoù-bevaat nevez advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, gant sikour Kuzul Rannvro Breizh. An droiad-se a vo kinniget betek miz Mezheven 2013 e pep lec'h e Breizh hag e Pariz, evit skolidi an teir hentenn divyezhek publik, katolik ha Diwan, adalek ar skol-vamm betek ar skolaj. Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet an droiad-se, asambles e lec'hioù-zo gant an Emglevioù-bro, an Tiez-bro pe kevredigezhioù lec'hel.

140 abadenn a oa bet kinniget warlene, e 70 lec'h skignañ. 9 272 bugel, ezel eus 165 skol ha 3 skolaj, o doa kemeret perzh. War ziorren ez a bep bloaz ar rouedad skignañ.

Bewech ma vez skignet ur film e vez graet gant ur pal « fiñvskeudennek », ur pal deskadurel hag ur pal yezhoniel. Ar vugale o dez tro, e giz-se, da vont en ur sal sinema da welet daou film brav e brezhoneg hag, alies, da gejañ gant bugale divyezhek ar skolioù all. Ul labour don a c'hell bezañ graet er c'hlas, liammet gant ar filmoù. Savet e vez un teul evit ar c'helenner, hentoù labour ennañ.

Daou brogramm nevez a vo da zizoloiñ er bloaz-mañ :

• Ar Yeti + Ar Groufalo, evit ar re vihan

• Arrietty, bedig ar skraperien, evit ar re vras

An abadennoù gentañ a vo dalc'het d'ar 17 a viz Genver er CLC er Gelveneg.

Kit war hol lec'hienn evit gouzout hiroc'h : www.daoulagad-breizh.org

Kavout a reoc'h roll an abadennoù da zont.


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.