BODADEG DIRAK KUZUL DEPARTAMANT PENN-AR-BED DIRIAOU

Communiqué de presse publié le 15/01/13 23:15 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28812/28812_1.jpg

“BEV EO AR BREZHONEG, HA STOURM A RIMP EVIT MA CHOMO GWIR !”

Setu petra a fell da luskad Ai'ta ! degas da soñj da bPierre Maille, diriaou, 17 a viz Genver, da geñver lid ar bloavezh nevez hag a vo dalc'het adalek 6 eur noz e Kuzul-Meur Penn-ar-Bed, e bali Dupleix e Kemper.

D'ar 5 a viz Genver e embanne an aotrou Pierre Maille e soñj diwar-benn ar brezhoneg er c'hazetennoù. Na pebezh dispriz a-berzh prezidant Kuzul Meur Penn-ar-Bed eta, pa renk ar brezhoneg e-touez kinkladurioù ar vro ha netra ken. Un dispriz da geñver an holl dud hag a gomz hor yezh er vuhez pemdez, koulz ha d'an holl re, niverusoc'h c'hoazh, hag a fell dezho e chomfe bev !

 

Hag ober a ra van deus an niver brasoc'h-brasañ a vugale skoliataet er skolioù divyezhek pe dre soubidigezh, deus o familhoù, deus ar vrezhonegerien yaouank niverusoc'h-niverusañ, deus an dud gour a zesk hor yezh er c'hentelioù-noz hag er stajoù-hir, deus an holl dud a vez o reiñ deus o amzer evit ma vo un dazont d'hor yezh, deus aozadurioù ar bed sevenadurel, ar bed ekonomikel, ar bed kevredigezhel pe c'hoazh ar strollegezhioù hag a ra kemend-all ? Ha disoñjet en defe ivez an 12 000 a dud bet o vanifestiñ e straedoù Kemper d'ar 31añ a viz Meurzh diwezhañ evit goulenn groñs ma vo doujet ouzh hor yezh evel m'eo dleet hag evit ma vo roet deomp peadra da reiñ dazont un dazont dezhi ?

 

Ne c'heller ket degemer tamm ebet e gomzoù dismegañsus evit an holl re a fell dezho e chomfe bev ar brezhoneg ! Gantañ e vez lavaret ar c'hontrol-mik deus ar pezh hon eus-ni ezhomm, dre m'hon eus gwir da vevañ en hor yezh, evel ma ra ar Gatalaniz hag ar Gembreiz !

 

Daoust da gomzoù an Ao. Maille, lakaat ar brezhoneg da vont war-raok n'eo ket un afer arc'hant hepken. Ma vefe implijet ar brezhoneg en holl labourioù (lizhiri, kehentiñ...) kaset da benn gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed e vefe brudet hor yezh dibaouez ha marc'had-mat e vefe. Evit kement-mañ avat e ranker kaout ur gwir youl bolitikel... moarvat e c'houlennomp re ouzh an Ao. Maille. Ha pa vez dilennidi Katalonia ha Kembre o labourat start evit o yezhoù, prezidant Kuzul Meur Penn-ar-Bed ne ra foutre-kaer… “Ar Vretoned ne dalvezont ket kement a boan, sur !”

 

Komzoù ken dichek a-berzh un dilennad e Breizh a heug ac'hanomp ! Goulenn a reomp groñs ma vo lakaet e plas gant an holl strollegezhioù lec'hel, ha dreist-holl gant Kuzul Meur Penn-ar-Bed, ur gwir bolitikerezh war ar yezh, youlek ha gant startijenn, evit reiñ un dazont d'hor yezh da vat ha da viken. Goulenn a reomp ivez ma vo kadarnaet buan Karta Europa evit ar yezhoù minorel, evel bet prometet gant François Hollande.

 

N'omp ket bleup memestra ha gouzout a ouzomp n'eo nemet dre ar stourm e vez gounezet traoù evit ar brezhoneg ! Pediñ a reomp eta an holl dud hag a vez prederiet gant dazont ar brezhoneg da sevel o mouezh evit bezañ klevet, ha kerkent ha diriaou, adalek 5 eur 30 d'abardaez dirak Kuzul-Meur Penn-ar-Bed e Kemper. Degasomp soñj da bPierre Maille eo didalvoud distripañ « Bloavezh mat » ur wech ar bloaz e miz Genver ma 'z eo evit chom hep ober mann ebet da c'houde evit hor yezh !


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.