Carn-154

Communiqué de presse publié le 11/01/13 17:43 dans Europe par Gi Keltik pour Gi Keltik

Carn-154 a zo deuet er-maez goude an AGM-12 e Breizh. Bilañs ar VodadegVeur (=AGM) a zo bet lakaet er rann Celtica, pajenn : 22. Setu, trugarez bras d'an holl re a zo deuet pe o deus sikouret. Mersi bras, dreist-holl, d'an aotrou mêr Karaez, Kristian TROADEG ha da Visant Abazioù hag o deus degemeret ar skourroù eus ar vroioù keltiek, e-brezhoneg, mar plij!

Goude ar 50vet AGM, e ker Falkirk (Bro -Skoz), warlene, Breizh en deus loc'het an AGM kentañ, evit c'hwec'h miz, en un doare dereat, gant nerzh ha startijenn evit an amzer da zont. Un dra pouezhus eo peogwir Skourr-Breizh en deus ezhomm brezhonegerien yaouank evit kas an darempredoù etrekeltiek war-raok.

An AGM en deus kroget, e-giz kustum gant ur sell war an c'hwec'h bro keltiek. Goude eo bet lakaet ur sell war ar c'hemennadennoù votet e 2011. Trugarekaet eo bet ar Sekretour-Meur evit al labour kaset gantañ da benn evit ar Broadoù Unanet (=U.N.).

Setu bremañ ar Celtic-League en deus ar gwir da heuliañ labourioù an U.N. e-giz un N.G.O. .'Mod all, kaset eo bet ivez war-raok doser an eCarn a-drugarez da Jakez Derouet sekretour Skourr-Breizh hag arzour ampart. Hag a-drugarez da Skype, Bernard Moffat (DOI), chomet war Enez Vannav, abalamour da abegoù yec'hed, en deus bet tu da votiñ, e-giz ar re all. An AGM-se zo bet efedus kenañ. Setu perak hon eus bet muioc'h a amzer da lakaat ur sell ivez war saloñs al levrioù Karaez.

Ouzhpenn an AGM, hag e vez dalc'het e-Breizh ur wec'h bep c'hwec'h vloaz, ez eus kalz a zanvez en niverenn-mañ. Evel-just ar vro-Skoz a ra añv eus ar referendum er bloavezh 2014. Er rann Breizh ez eus añv deus ar gevelaj Breizh-Kembre goude hini Breizh-Bro-Skoz, e Carn-153. Al levr : Celtisme et Interceltisme Aujourd'hui : (TIR:kab@brezhoneg.org ), savet goude an divizoù 2010 er Skol-Veur Su-Breizh (UBS) en Oriant, a ra berzh !

Ul levr da lenn ha da adlenn evit izili ar Celtic-League, ha kement zo...

'Mod all, Breizh a zo digor war ar bed keltiek dre ar vor gant Brest 2012

hag ar Gorsedd-Digor e Breizh hag e KerneVeur. Berzh a ra ar yezh e bro Gembre gant Meri Huws hag a zo e-karg eus ar yezh eno. Ar stourm evit

ar yezh n'eo ket nevez ! Er bloavezh 1404, O. Glyndwr en doa savet kentañ Parliamant Kembre. Er bloaz-mañ Plaid Cymru en deus divizet skoazellañ ar Skoziz evit ar referendum...War-zu Dulenn, Carn a ra añv deus tro ar vro gant skrivagnerien skosiz. An eskemmoù e-gouezeleg a zo e-kreiz ar jeu. Studiadenn an añvioù lec'h er vroioù keltiek a zo bet kaset da benn gant klaskerien, en o zouez Yann-Youenn Monig. War dachenn an ekonomiezh ez eus añv eus an Imperialism hag ar skoazell degaset gant en Europa (EMS) d'ar vro-Iwerzhon goude 2008 ! Ar goulenn a zo bet savet dirak ar justis (ECJ) gant Ao Pringle evit gouzout ma oa reizh pe get ???

E Kerne-Veur, SKY-NEWS en deus savet, dre al loarenn, ur chadenn TV nevez añvet : Cornwall channel.co.uk !!! chañs vat d'an TV-se. Dalc'homp soñj ivez : aet eo TV-Breizh d'an anaoñ peogwir n'he deus ket bodet a-walc'h a gliantet !!! Setu stourmerien, war-raok ! Ouzhpenn, an TV ez eus levrioù da lenn diwar-benn an hengoun pe ar stourm. Hini ar yezh e Lands-End, hini ar C'homunism (R. Green), pe hini ar Rouantelezh. Arabat ankounac'haat ar c'hemennadenoù votet gant ar Celtic-League (P.:23).

Bed ar Rouantelezh ha hini an istor a vo lakaet er “National Library of Cornwall” e Redruth. Evit echuiñ deomp da veajiñ war-zu Enez Vanav evit lenn B. Stowell hag a zo deuet betek Gwengamp, evit kemer perzh er Celtic-Congress(Kendalc'h K.), gouestlet d'ar yezhoù. Evit kloazañ, dav eo deomp komz meur a yezh keltiek evit saveteiñ anezho. Labour zo war ar stern, er skolioù kenkoulz hag er ger. Evit echuiñ gant Carn-154, arabat disoñjal lenn ar c'hemennadenoù votet e-pad an AGM-2012 !!!

Sekretour-Breizh-Branch : Gi Keltik.