Respont Prezidant Diwan d’ar CGT

Communiqué de presse publié le 20/12/12 10:28 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Diwan
t:0

Heuget ha feuket don on gant ar gemenadenn skignet gant ar CGT skignet dilun e lod ar mediaoù hag e holl skolioù ar rouedad.

Heuget, rak taget e vez al labour kaset war-raok gant ar servijoù hag ar burev, ha n'ho deus ket gortozet ar CGT evit sevel ar goulennoù ha kaout an darempredoù ret e-keñver ar Rektordi pe Minister an Deskadurezh. Nac'h a ra al labour pemdeziek kaset war-raok evit derc'hel stur al lestr m'eo Diwan

Ar pezh a c'houlenn Diwan, goulennoù bet graet abaoe bloavezhioù, pe e vefe an niver a bostoù pe evit lemel ar prantad pemp bloaz, zo bet graet en dro en un doare sklaer d'ar 4 a viz Kerzu er Minister. Al labour ingal gant ar rektordi evit lakaat da anavezout kresk ar rouedad ha kaout postoù ouzhpenn zo bet c'hoazh lakaet e pleustr ar sizhun paseet. Rak m'eo ret marc'hatañ kalet evit kaout postoù ez eo ret ivez pas koll lod abalamour d'ar reolennoù lakaet e pleustr eus ur bloavezh d'egile, da genver an niver a skolidi.

Feuket don, rak bodañ an nerzhioù a rankomp ober evit gounit ar pezh a c'houlennomp. Tagañ a ra ar CGT renerezh Diwan, ha drezhi ar burev hag ar C'huzul Merañ, dilennet gant izili hol skolioù ar rouedad.

Pa rankfe ar CGT bezañ perzh eus an holl nerzhioù o stourm evit ma vefe anavezet ez-ofisiel ar brezhoneg, enep an enebourien jakobin oc'h en em aozañ evel ma tiskouez deomp an darvoudoù da heul : Louaneg, al levrig tiegezh divyezhek , ar raktres dister digreizennañ. Souezhus eo e tegemerfe ar sindikat evel gwir bater komzoù ur c'hargad er Minister pa z eo ar Minister e-unan a nac'h krouiñ ar postoù a c'houlenn bepred Diwan e-kerzh ar pemp bloavezh kentañ.

N'eo ket deomp da adkemer arguzennoù ar reoliadur a vez implijet gant ar Minister evit enebiñ ouzh kevratiñ buanoc'h ar skolioù, pe tapout postoù. Deomp avat da gaout pouez a-walc'h evit rediañ ar stad da asantiñ reiñ ar pezh a c'houlennomp, en tu-hont d'an disheñvelderioù etre Breizh hag Euskadi.

Ma fell deomp bezañ trec'h ez eo ret da holl labourat a-stroll, ha goût ouzomp ervat n'he deus Diwan gounezet tra nemet pa oa unvan hag an holl izili o stourm asambles, harpet gant kalz a Vreizhiz.

Gervel a ra burev Diwan holl nerzhioù Diwan da labourat a-gevred evit dazont ar skol, hep lakaat da grediñ d'ar familhoù ha d'an implijidi e vo degaset bremañ digudenn ar pezh n'eus ket bet tu da gaout gwech ebet nemet dre waskañ, ne vern piv a vije e penn ar galloud. Ar gredenn-se a lakafe amzer dazont Diwan en arvar bras.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024
Ma... tudoù, ur wech ouzhpenn n'eo ket gouest bedig bed an Emsav da ziskoulmñ kudennoù diabarzh hep lakaat anezho war blasenn ar marc'had. Skuizh an dud a-raok vakansoù Nedeleg, doare vil da dagañ ar re a labour hardizh evit Diwan hag e implijidi, skoaz ha skoaz e vimp un devezh bennak ?
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.