Krouidigezh kevredigezh Bruzhoneg

Communiqué de presse publié le 19/12/12 21:04 dans Langues de Bretagne par Sandrine GAUVAIN-TEMPORELLI pour Bruzhoneg
t:1
https://abp.bzh/thumbs/28/28567/28567_1.jpg

Ur gevredigezh hervez lezenn 1901 eo Bruzhoneg, bet savet nevez zo gant keodedourien Bruz, c'hoant ganto lakaat war wel yezhoù hag sevenadurioù Breizh e Bruz ha tro-dro,

An eil pol brezhoneg en Ill-ha-Gwilen eo Bruz just war lec'h Roazhon1. Gant an hentenn divyezhek, ar c'hentelioù evit an dud deuet, ar c'helc'h keltiek hag sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg (YAB) eo bev-birvidik ar yezh ha sevenadur Breizh e kêr Bruz.

Bruzhoneg a vod brezhonegerien, galaouegerien, gallegerien, paotred ha merc'hed a soñj dezho eo pouezus reiñ o flas da yezhoù ha sevenadurioù ar vro er gevredigezh a-vremañ.

Merket vez palioù disheñvel gant Bruzhoneg: mont war-raok gant kêr Bruz evit lakaat ar garta YAB da dalvezout (live 2 sinet e miz Gwengolo 2011 ganti), brudañ ha difenn kelenn ar brezhoneg er skol (Div Yezh Bruz a lido he 10vet deiz-ha-blaoz e 2013), krouiñ pe harpañ darvoudoù a zegas gwelusted d'ar yezh ha d'ar sevenadur. E 2013 e vo e-touesk he raktesoù: kemer perzh e « Sevenadur » kenurzhiet gant Kelc'h keltiek Roazhon (eus ar 6 betek ar 17 a viz Meurzh) hag aozañ darvoudoù evit Gouel Breizh (eus an 19 betek ar 26 a viz Mae).

Evit gouzout hiroc'h war Bruzhoneg:

- ar roll skignañ: bruzhoneg@googlegroups.com (bruzhoneg+subscribe@googlegroups.com evit enskrivañ)

- al lec'hienn: (voir le site) (war sevel)

- ar postel : bruzhoneg@gmail.com.


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.